Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
2 Fevrer.
Purification ar Verc’hes.

de beza lequet bugale er bed, d’en em viret da vont epad ur certen amser d’an Templ, o veza impur, ha na allent da offr ar sacrifiç a oa ordrenet evit o Furification, nemet da benn an amser merquet. Certen ê penaus, an Itron Varia ne devoa quet ezomp a Burification, pa e devoa concevet en ur fæçoun miraculus, pa oa puroc’h eguet an heaul, ha santeloc’h evit an Ælet memes, ha pa oa Mam ha Guerc’hes assambles ; rac-ze ne voa quet glet dezi miret ul Lesen pehini ne oa grêt nemet evit ar Groaguez ordinal. Gouscoude dont a ra d’en em soumeti d’al Lesen evel ar re all dont a ra d’an Templ evit en em burifia ; ne sell quet ous ar privileich e deus ; cuset a ra muya ma ze possubl dezi he c’halite glorius a Verc’hes hac a Vam Doue assambles ; avoalc’h eo evit-y caout e quemense occasion da bratica ar vertuz a humilite. Ne sell enfin nemet ous an exempl en devoa roet dezi he Mab benniguet, oc’h en em soumeti e-unan d’al Lesen ar Circoncision.

Mari a reas da Zoue, er myster-mâ eus he Furification, ur sacrifiç bras hac agreabl meurbet, en ur sacrifia he enor hac he gloar ; mæs ar sacrifiç pehini a reas c’hoas dezâ en ur bresanti he Mab en Templ, ne oa quet neubeutoc’h agreabl d’e Vajeste divin Offri a reas he Mab unic ha quêr meurbet da Zoue e Dad evit disposi anezan e pep tra, hervez ma plicheze dezàn ; hac en offri a reas gant ar resination, gant ur gonformite antier ha parfet d’e volontez santel. Epad ar ceremony eus ar bresantion, an den santel Simeon da behini èn devoa roet Doue un assuranç secret penaus ne varvze quet hep beza guelet ar Messias, a zeuas, dre un inspiration divin, da aznaout penaus ar Vreg-ze, pe evit lavaret guell, ar Verc’hes Santel a oa Mam da Zoue, ha penaus ar c’hrouadur a bresante a oa ar Redamptor eus ar bed, gortoet abaoue queit amser, ha desiret gant quement a ardor. Neuse Simeon, sesiet gant un transport a garantez, a joa hac a aznaoudeguez-vad, en ur guemeret ar c’hrouadur etre e zivrec’h, a lavaras : disposit bremâ, ô va Doue, eus ho servicher ; mervel a rin countant pa em