Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Fevrer.
99
Purification ar Verc’hez.

eus guelet an hini hoc’h eus digacet evit savetei ar bed. Goudese, oc’h adressi e goms d’an Itron Varia, e tisclerias dezi penaus he Mab a vize controliet var an douar, hac e dige cals da souffr, ha penaus e dige he c’halon mantret gant glac’har. Ar Verc’hes sacr en em soumetas, gant ur resination hac un abandoun parfet, da volontez Doue, en ur adori an dessin en devoa, quen varnezi e-unan, quen var he Mab benniget.

REFLEXION.

Ar Verc’hes Vari a zeu da observi al Lesen eus ar Burification, petra bennâc ma oa exant anezi ; ha ni, siouas ! pe seurt digareou na glascomp-ni quet evit en em zispansi eus al Lesen Doue.

Mari, er myster eus ar Burification, a guz muya ma ell he c’halite glorius a Verc’hes hac a Vam Doue ; mont a ra d’an templ evel ur vreg all d’en em burifia. He humilite a ra dezi desirout beza quemeret evit ar pez ne d’ê quet ; ha ni siouaz deomp ! hon orgouill na ell quet souffr e vemp quemeret evit ar pez ma zoump en effet da ouzout ê, evit tud fragil ha pec’herien.

Mari na neglich netra eus a gement a ell pligeout da Zoue ; ha ni siouaz, ne lequeomp van ebet evit displigeout dezâ, pa zeuomp d’e offansi casi bemdez heb remors.

Eil Reflexion. An Itron Varia, en ur bresanti he Mab en Templ, a ro d’an tadou ha mamou cristen un exempl caër hac un instruction pehini a dle beza ar fount eus o devotion ; da ouzout ê, da offri alies o bugale da Zoue, ha d’e bidi da zisposi anezo hervez e volontez ; d’o c’honsideri evel un depos lequet gant Doue etre o daouarn, hac a behini e renquint renta ur gont vras ; en ur guer, da gonsideri bepred o bugale evel o veza muy da Zoue eguet dezo o-unan.