Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Fevrer.
103
Sant Andre Corsin.

e voe resevet en urz Carmes. Labourat a eureu da drec’hi e voal inclinationou, dre un binigen rust, dre ur silanç rigolius, ha dre un Oræsoun continuel, en hevelep fæçoun ma voe souden an oll estonet o velet e fervor.

Doue a roas a-neuse d’e gomsou an onction hac an nerz admirabl-se pehini en deus bet epad e vuez evit convertissa ar bec’herien. Unan eus e guerent, affliget gant ur c’hlènvet languissant, a zalc’he en e dy c’hoariou ha divertissamanchou. Andre a represantas dezàn an drouc a oa e quemense ; ha dre e gomsou mad e reas dezâ renonç d’an ebatou-ze ; e alia a reas ive da lavaret bemdez seiz Pater ha seiz Ave, hac ur veich ar Salve Regina. O lavaret a eureu, ha souden en em gavas pare eus e infirmite, da behini an oll remejou a oa inutil.

Ar Religius santel-mâ a voe goulennet evit Escop eus ar Guær a Fisoli. Pa glevas ar brud ez eas d’en em guset e Couent ar Chartreuset ; mæs Doue a bermetas ma voe disculiet dre ur c’hrouadur tri bloaz, pehini pa edo prest da choas un Escop-all, a lavaras : Andre, choaset gant Doue evit hor Pastor, a so en Oræsoun e ty ar Chartreuset. Ar Sant oc’h aznaout dre eno ar volontez a Zoue, en em soutenas, ha ne songeas muy nemet d’en em acquita eus an oll deveriou ur Pastor mad.

Cundui a reas ur vuez quer mortifiet ha quer santel ma tennas var e bobl graçou ha benedictionou special eus an Eê. Dont a reas a-ben da douich ar bec’herien caledet en, o fec’het ; inspira a eureu an devotion d’ar re libertin ha dirollet ; lacaat a eureu ar pcoc’h etre an adversourien touet, pere a veve a bell-amser e division, ha ne felle quet dezo en em velet pe en em bardouni.

Erfin, oaget a unnec vloaz ha tri-uguent, e rentas e Ene eürus d’e Grouer, er bloaz 1373.

REFLEXION.

Mam Andre Corsin er c’honvertissas da Zoue dre he daëlou ha dre he fedennou. Ma n’e devize rebe-