Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
4 Fevrer.
Sant Andre Corsin.

chet d’he mab, e vuez direglet nemet dre drous ha dre scandal, dre goler ha dre amportamant ; ma n’e devise losquet var-nezan nemet mallozou ha goall bedennou, hac hi e devise græt ur Sant anezàn ?

Mar hoc’heus bugale direiz pe libertin , ispicial mar dint deut da un oad ræsounabl, quelennit-o gant peoc’h ha gant carantez, ha dreist pep-tra ho pêt recours da Zoue, oc’h e suplia, dre ho pedennou fervant ha dre ho taëlou, da sellet a druez out-o.

Eil Reflexion. Ne doun quet soueset o velet o deus an darn-vuya eus ar Sænt quiteet ar bed evit labourat en o silvidiguez ; aznaout a rent ar gorruption anezàn. Ma na illit quet e quitaat, considerit da viana an dangerou a so ennan, evit tec’het diout-o hac evit na viot quet suprenet.

An darn-vuya eus an dud, ispicial eus an dud yaouanc, a glasq o fligeadur, ha goude beza coumancet dre bligeadurezou innoçant, e finissont alies dre bligeadurezou criminal. Pellaït dious ar plaçou, dious an tyez-se destinet d’an divertissamanchou ; tec’hit dious ar c’hompaignunezou pere ne songeont nemet da ebata. Ma na illit quet renonç antieramant d’ar bed, pellaït da viana dious ar re a so leun eus ar speret ar bed. Ha ret eo, evit ur moument a bligeadur, en em exposi da un eternite a boaniou ?



Ar pempet devez a viz Fevrer.


SANTES AGATA,
GUERC’HES HA MERZERES.


————


Ar Santes-mâ, guinidic eus a Siciil, a zisprigeas ar bed hac an oll fortuniou caër a elle da esperout, nac a reas veu a virginite en he yaouanctis.

Ar Gouarner pehini a bersecute ar Gristenien dre urz an Ampalaer Deç, o veza clevet coms eus he