Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
5 Fevrer.
Santes Agata.

particulier ac’hanon, hac hoc’heus va freservet dious ar bed, ha va c’honservet e creiz an tourmanchou ; pliget gueneoc’h receo va Ene. En ur aichui he feden e varvas er bloaz 251 d’an oad a ur bloaz var-nuguent.

Da ben neubeut amser goude, an tirant-ze o tremen ur Ster en ur vag, a gouezas en dour, heb ma voe gallet e savetei na memes caout e gorf.

REFLEXION.

Santes Agata e deus dispriget gloar ha pligeadurezou ar bed, abalamour ma crede parfet penaus madou an douar ne dint netra e coumparæsoun da re an Êe. O peguen dicriet eo ar bed, pa zeu ar Sænt d’e abandouni ha d’e zisprigeout ! Ar re memes pere a heul ar bed en em glem hac a lavar n’en deus nemet madou tromplus hac aparant. Cridi a rit ar virionez-mâ, e guelet a rit hoc’h-unan dirag ho taoulagad, ha gouscoude e caret ar bed tromplus-ze.

Eil Reflexion. Pebez couraich ha pebez nerz a ro ar Religion Gristen, pa zeu ur Plac’h yaouanc da drec’hi un tirant hac ar c’hruela tourmanchou. Ne doun quet soueset o defe ur gouraich quer bras, pa ze digueneoc’h en recevont ; mæs ar pez am estoun, ep guelet ez oun va-unan quen digalon d’ho servicha, goude beza recevet quement a c’hraçou digueneoc’h.



Ar c’huec’hvet devez a viz Fevrer.


SANTES DOROTHEE,
GUERC’HES HA MERZERES.


————


Ar Santes-ma, guinidic eus ar Guær a Cesaree e Capadoç, a voa consideret evel ur burzud a furnez hac a zevosion, hac evel exempl an oll Guerc’heset