Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/114

Ur gudenn ez eus bet e-ser adlenn ar bajenn-mañ
6 Fevrer.
107
Santes Dorotee.

Cristen. Cals a speret e devoa hac un usaich mad a reas anezàn, oc’h en em renta bepred habiloc’h en aznaoudeguez eus al Lesen Doue hac eus e Religion.

Ar Gouarner Apriç o veza deut da Cesaree abers an Ampalaer Maximien, evit persecuti ar Gristenien, a reas e arreti hac e goumandas dezi adori Doueou ar Romantelez, en ur ziscleria dezi urz an Ampalaer, pehini en ordrene dindan barn ar varo. Dorotee a respontas gant un aer douç ha modest, pehini inspire bete d’ar Bayanet memes ur respet bras evity : Gouzout a ran urz an Ampalaer ; mæs aznaout a ran guell c’hoas penaus ne dleer adori nemet un Doue, pehini e-unan a so ar Mæstr souveren eus an Eê hac an douar ; n’am eus aoun ebet rac an tourmanchou, ha n’em eus quet brassoc’h desir eguet rei va buez evit an hini en deveus va frenet dre ar pris infinit eus e goad precius.

Apriç o velet he c’houraich, a gomprenas ne voa quet capabl da zont a-benn anezy dre gomsou ; ober a reas eta he c’hondui d’ar prison, ha guervel diou blac’h yaouanc pere o devoa nevez bet ar malheur da renonç d’ar Feiz ha da adori an Doueou faus. Lavaret a reas d’an diou-ze mont da gavout Dorotee er prison evit he alya ac he angagi da ober evel o devoa graet o-unan. O fossibl a rezont evit ober dezi o imita, mæs ar c’hontrol a arruas ; car Dorotee a represantas dezo gant quement a nerz ha quer scler ar malheur e pehini e voant coueet, ma teuzont da zetesti o lachentez hac o fec’het ; mæs evel ma tisesperent eus o silvidiguez, pa songint er c’hrim o devoa græt, ar Santes a represantas dezo penaus, mar o devoa græt ur c’hrim bras oc’h abandoni Jesus-Christ ; e raênt c’hoas unan brassoc’h o vancout a esperanç hac a fizianç en e vâdelez hac en e visericord ; penaus ne voa quet a c’houliou heb remed evit ur Midicin oll galloudec eveldàn ; ha penaus n’en devoa quemeret an Hano a Salver nemet evit hor savetei. Distroit eta ountàn heb dale, emezi, grit pinigen, en em gonvertisset a greiz ho calon, ha me hoc’h assur eus ar pardoun eus ho faut.