Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Fevrer.
111
Sant Romual.

Sant Romual epad cant vloaz, n’o deus quet miret n’en deus bevet bete an oad a c’huec’h-uguent vloaz. Goude quemense penaus e illit-hu cridi e teufac’h da ziverra ho puez evit yun ar C’horaïz, evit sevel un hanter-heur abretoc’h, evit renta da Zoue ho tever a Gristen, dious ar mintin ? Ah ! peguen douç eo impligea e vuez e servich Doue, pehini a vouar e c’honservi hac e astenn, pa e zispriser evit e c’hloar.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ, goude ur binigen a gant vloaz, a zougue Jougeamanchou Doue. Petra a raïmp-ni eta, ni pere hon eus tremenet quement a amser er pec’het ha quen neubeut er binigen ? Ni pere n’hon eus quet coumancet da veva ervad, na songet da vervel ervad.



An eizvet devez a viz Fevrer.


SANT YAN MATHA


————


Ar Santes-mâ a voe ganet e Provanç. E garantez evit Doue, e druez ous ar beaurien, hac e zevotion tener evit ar Verc’hes vari, epad e yaouanctis a voe ur sin eus ar santelez vras e pehini e tlie arruout.

Goude beza studiet en Theologi e Paris, e recevas eno an Urzou sacr. En e Oferen guenta, en amser ar Gorreou e velas un Æl, e furm un den yaouanc caër meurbet, guisket e guenn, pehini en devoa var e habit ur groas glas ha ru, hac en e guichen daou gaptif carguet a chadennou.Ravisset dre ar Vision-ze, e comprenas e voe destinet gant Doue evit racquita ar gaptivet digant an infidelet. Evit en em zisposi da un affer quen important en em dennas en deserz, e pelec’h e racontras un Hermit santel hanvet Felix Valoa, pehini a edo eno abaoue pell amser. Beva a resont o daou assambles er bratic eus an oll vertuziou, hac ar brud eus o santelez a reas da gals a