Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





DA ROUANEZ
AR SÆNT.
————

Guerc’hes VARY, Merc’h d’an Tad eternel, Mam da Zoue ar Mab, Pried d’ar Speret glàn, Rouanez an Ælez hac an oll Sænt, Rouanez an eê hac an douar, hon Alvocadès, hor Patronès hac hor Mam douç ha mad, deoc’h-u ech offràn, hac e consacràn all levr-mâ : enorit-èn, me ho suppli, eus ho protection.

Obtenit d’ar re el lenno ur speret a oræsoun, evit ma teuint, dre an exerciç santel eus ar veditation, da gonsideri parfet, da lacât doun en o c’halon, ha da imita an exemplou caër a velint ennàn.

Grit, dre ho craç, ma allint, en ur bratica ur voyen quer bras a silvidiguez, quer recoumandet gant Jesus ho Mab, ha quen agreabl deoc’h, miritout an eur da gresqui un deiz an nombr eus ar Sænt en eê, evit gallout, er gompagnunez caër eus an oll sperejou celestiel, contempli, meuli ha glorifia an Dreindet adorabl, epad un Eternite eürus. Amen.