Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Fevrer.
113
Sant Yan Matha.

consumet gant ar flam pur eus ar garantez cristen, e rentas da Zoue e ene, er bloaz 1213, etro an oad a ur bloaz ha tri-uguent.

REFLEXION.

Admiromp ar garantez vras en deus bet ar Sant-mâ evit ar Gaptivet, en ur labourat gant quement a fatig evit o racquita. Ma na ellomp quet ober quemense, soulageomp da neubeuta miseriou hon nessa er pez a vezo possubl deomp ; ne oufemp ober netra agreaploc’h da Jesus-Christ, pehini hon assur ne leso quet hep recompanç ur verennat dour heb quen, roet dre garantez evintàn da ur paour. Pebez recompanç eta a root-hu, Salver adorabl, d’ar re o devezo græt alusennou bras ! Pebez recompanç a zestinet-hu d’ar re o devezo prenet pe contribuet da racquita ar Gaptivet, d’ar re o devezo visitet ar re glàn, consolet ar re affliget, pratiquet an œuvrou a visericord !



An navet devez a viz Fevrer.


SANTES APOLLINA
GUERC’HES HA MERZERES.


————


Er bloas daou c’hant eiz ha daou-uguent e savas er Guær a Alexandrii, e pehini edo un nombr bras a bayanet, ur bersecution pe ur revolt a enep ar Gristenien. Ar pen-caus a-se a voe un den maleürus pehini en em emelle eus a zivinerez pe a sorceres. An trompler-se, incitet gant an drouc-speret, a vrudas partout penaus e tlie arruout ur maler bras bennâc e Quer, ma ne vize distruget ar Gristenien. Ne fallas quet davantaich evit lacât ar bayanet e fulor out-o.