Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Fevrer.
117
Santes Scolastiq.

nec’hât betec ar sonch eus ar bed. An oræsoun a voa o exerciç ordinal en nos hac en dez ; miret a reent bepret ar silanç, ha yun an darn vuia eus an amser ; o finigen a voa bras ; o c’hamprou, o meubl, o bevanc, o guiscamant a voa dister ha paour. Chetu e pe fæçoun e coumanças an urz caër-mâ, pehini en deus contet bete pevarzec mil couent, hac e pehini e veler c’hoaz un nombr quer bras a verc’het distinguet dre o noblanç, ha cals a brinceset o preferi Croas Jesus-Christ da c’hloar ar bed.

Santes Scolastiq a yee ur veich ar bloaz da velet he breur, evit renta cont dezâ eus ar fæçoun ma veve e-unan hac eus an hini ma c’houarne he leaneset. Sant Beneat, pehini ne souffre quet e teusie e c’hoar bete ar gouent, a iee ê compaignunez ur religius-all d’e receo en ur plaç er meas eus ar gouent.

Æz eo comprenn peguer santel ez oa conversation hac antretien ar sant hac ar santes-mâ, pere a voa o daou leun eus ar garantez divin. N’en em antretenent nemed eus a Zoue, eus e vadelez hac eus e visericord en o andret, Sant Beneat a gonte d’e c’hoar lod eus ar graçou en devoa recevet digant Doue, ha santes Scolastiq a zisclerie d’he breur ar faveriou a bere en devoa Doue e c’harguet. Evel-hen eo en em sicourent an eil eguile da avanç muy-oc’h-muy en hent eus ar berfection.

Ar santes-mâ a rentas he ene pur da Zoue e tre ar bloaz 543. Sant Beneat pehini a oa en amser-ze en oræsoun, a velas he ene o pignat en eé dindan ar furm eus ur goulm. Ravisset neuse gant joa o velet an eurusdet a behini a jouisse e c’hloar, e rentas graçou da Zoue assambles gant e oll Religiuset, eus a bere e cassas lod da guemeret ar C’horf santel evit e dransporti var Menez Cassin, hac e reas e enterri er bez en devoa preparet evitâ e-unan.

Maximou spirituel Santes Scolastiq.

1. Ar syoulanç a so an Æl gardien eus ar guir devotion.

2. En oræsoun e quef ar galon e joa hac e c’hountantamant.