Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Fevrer.
121
Sant Guillerm.


Eil Reflexon. Ar penitant bras-mâ en deus echuet e vuez dre ur maro eürus ; enoret eo bet memes gant Doue eus an donnesoun a viraclou. Ar pec’hejou tremenet ne viront quet ous ar re o deus o c’huiteet, na vent goude-se agreabl bras da Zoue. Doue a ra alies muy a faveriou da ur pec’her convertisset, pehini a zeu da gundui ur vuez devot ha fervant, evit na ra da gals a eneou pere n’o deus quet coumetet bec’hejou bras, mæs pere e servich gant neubeutoc’h a fervor.



An daouzecvet devez a viz Fevrer.


SANT EFREM.


————


Sant Efrem a oa guinidic eus ar Guær a Edeç e Mesopotamii. E guerent, pere a voa tud en o æz, o velet e speret caër, en lequeas var ar studi ; hac e teuas da veza unan eus ar re habila eus e amser.

Ar Sant-mâ en deus raportet e-unan ar fautou pere en deoa græt en e yaouanctis. Lavaret a ra penaus un devez, o veza cavet en ur c’hoad beuoc’h un den paour, e teuas d’e redec a dauliou mein, ha penaus e couezas ar veuoc’h-ze en ur foz e pelec’h e voe taguet ha divoret. Discleria a ra ouspen-ze penaus en devoa quemeret pligeadur en ur assista er c’hoariou hac en divertissamanchou publiq. Chetu a-se ar fautou hebquen en devoe d’en em rebeich en nemorant eus e vuez, hac evit pere en deus græt ur binigen vras.

Efrem o veza un devez e beaich, en em gavas surprenet gant an nos, hac obliget da logea en un ty var ar mæs. Er memes nosvez e antreas ar bleizy e craou an dènvet hac a gassas lod anezo gant-ho. Antronos vintin tud an ty o velet e vanque o dènvet, a gredas e voant eet gant al laëron, ha penaus e voa an den yaouanc o devoa loget en o zy en devoa digoret an or dezo. E arreti a rezont hac ober e lacât er prison.