Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Fevrer.
123
Sant Efrem.

mad. E gonferançou spirituel hac e sermoniou, leun eus an un douçder hac un onction divin ha soutenet dre an nerz eus e exempl, o devoa ur vertuz vras evit touich ar c’halonou ha convertissa ar bec’herien vrassa. En amser-eus ur guernez hac ur famin e prezegas gant quement a nerz var an obligation da bratica ar charite ha da ober an alusen, ma teuas ar re pinvidic da zigueri o grignolou evit soulagi an oll beaurien.

Ouspen-se e composas levriou caër hac admirabl pere o deus graet e consideri evel unan eus an Tadou santel an ilis.

Oc’h en em santout clàn, e c’houlennas dre e destamant beza enterret er Veret, ha goude beza pedet an oll assistantet da bidi evit ar repos e ene goude e varo, e rentas e speret da Zoue, var dro ar bloaz 330.

REFLEXION.

Mar d’hoc’h accuset eus ur faut pe un drouc bennâc, pehini n’ho pe quet gret, consideri etre Doue ha c’hui ha n’ho pe quet gret ur faut bennâc-all quer bras ha martese brassoc’h eguet an hini a damaler deoc’h. Offrit neuse da Zoue ar boan-ze en intantion da satisfia d’e Vajeste evit ar fautou-all hoc’h eus coumetet e guirionez. O peguen agreabl ve da Zoue un hevelep satisfaction ! Liquit quemense e troad ar groas, lesit Doue da ober e volontez : caout a raï ar voyen da ziscleria hoc’h innoçanç, pa bligeo gantàn.

N’en em glemomp quet quement eus an injusticou a ra deomp an dud ; Doue a bermet quemense, hac en em servich anezo evit punissa hor fautou secret ha cuset peautramant evit rei deomp occasion da souffr un dra bennâc dre garantez evitàn.