Sant Martinien a valeas goude-se eus an eil deserz d’eguile, o tec’het bepret dious an Drouc-speret, pehini ne heane d’e bourchu evit dont a-benn anezàn. O veza arruet erfin er Guær a Atheen, oc’h en em santout clàn, e pedas an Escop da rei dezâ e venediction hac ar Sacramanchou diveza. En ur brononç ar c’homsou-mâ : Etre ho taouarn, va Doue, me a recoumand va ene, e varvas, var dro pevar c’hant vloaz goude donediguez hor Salver.
Piou a gredo en em fiziout var e nerz a var e vertuz, o velet ez ê deut Martinien, goude ur binigen a bemb bloaz var-nuguent, da gonsanti da un desir dishonest ; comprenomp peguer bras ê finessa an drouc-speret, comprenomp peguer sempl ha peguer fragil eo an den. Disfiziomp bepret ac’hanomp hon-unan, exposet oump da un infinite a demptationou ; mar fell deomp eta en em gonservi pur ha chast, beillomp, pedomp, mortifiomp hor c’hiq, frecantomp ar Sacramanchou, ha pellaomp dious an occasionou, dious ar gompaignunezou dangerus ; rac an nep a gar an danger, en em gollo ennàn.
Ur voyen vras c’hoas, evit trec’hi an oll temptationou, eo songeal er bresanç a Zoue. Pa zeui an Drouc-speret, pe ar c’hiq, pe ar bed d’ho tempti, livirit neuse deoc’h hoc’h-unan : Doue am guêl : ma barn a raï un deiz, ha ma funissa mar deuàn d’e offanci ; elec’h ma teui d’am recoumpansi mar sortiàn victorius eus an demptation. Mar douc’h fidel da songeal evel-hèn, e presanç a Zoue, ne deus temptation ebet a guement na zeuac’h da drec’hi.