ant Valantin a veve er Guær a Rom gant ur furnez
quer bras ma voa respetet, non pas hebquen
gant ar Gristenien, mæs c’hoas gant ar Bayanet. Ur
garantez special en devoa evit ar beaurien ; prezeg a
ree an Aviel gant cals a frouez ; e humilite, e zouçder
hac un ær a santelez, a remerquer e quement a ree
hac a lavare, a ravisse an oll, hac a ree dezâ gounit
un nombr bras a eneou da Zoue.
An Ampalaer Claud o veza clevet coms anezàn, evel eus a un den eus ur furnez hac eus ur milit rar, a c’hoantas e velet, hac a reas e glasq : ober a eureu un diguemer mad dezan : cousgoude e lavaras ne voa quet countant ma ree profession eus a ur Religion control d’an Doueou eus e Rouantelez. Valantin a respontas : Prinç, ma aznafac’h an Douc pehini a adoràn hac a servichàn, e teufac’h d’en em istimout re eürus da gaout un hevelep mæstr.
An Ampalaer en inferrogeas var meur a articl eus ar Feiz : ar Sant a esplicas dezâ quær sclaer ar poènchou principala eus ar Religion, ma coumance da veza touichet dre an nerz eus e gomsou. Mæs ar Prefet eus a Rom o veza represantet oar Prinç-se an danger a voa na zeuzie ar bobl d’en em revolti en e enep, ma teuze d’en em renta Cristen, ha da lesel Valantin hep punition, ar Prinç maleürus a vougas ar c’hraç, pehini er presse hac er sollicite interioramant d’en em gonvertissa, hac a abandounas ar Sant d’ar Barner hanvet Astêr, evit ober dezâ e broces.
Astêr a reas da Valantin dont d’e dy evit beza interroget. Ar Sant, en ur antren, a savas e zaoulagat etrezec an Eê, hac a lavaras : Salver adorabl, pa hoc’h eus scuillet ho goad precius evit silvidiguez an oll dud,