Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
14 Fevrer.
Sant Valantin.

pliget gueneoc’h scleraat, dre ar sclerigen eus ar Feiz, quement hini a so en ty-mâ. Ar Barner a c’houlennas digantâ an esplication eus ar c’homsou-ze : Gouezit erfat, Astêr, eme ar Sant, penaus Jesus-Christ guir Doue ha guir Den, dirag pehini ho Toueou-oll ne dint netra, a so ar guir sclerigen pehini a zeu da scleraat quement hini a zo er bed. Eprouvi a fell din, eme Astêr, hac èn so guir ar pez a livirit : ur verc’h am eus pehini a so dalles, mar grit dezi guelet, dre vertuz Jesus-Christ, me a promet en em rentin Cristen. Valantin a reas e beden gant ur feiz leun a fizianç, hac, en ur ober Sin ar Groas var daoulagat ar c’hrouadur, e lavaras : Jesus va Salver, guir Doue eus an Eê hac an douar, ha guir sclerigen eus ar bed, pliget gueneoc’h sezlaou peden ur pec’her paour, ha rei, ar gueled d’ar grouadures-mâ. En instant e recevas ar gueled, Astêr, touichet dre ur miracl quer caër, en em gonvertissas ; e Vreg a heulias e exempl, gant an oll dud eus e d’y, pere a oa en nombr a bevar ha daou-uguent, eus a bere an darn-vuya o devoe an eur da veza merzerien. Neuse e voe roet da ur Barner-all ar garg da ober e broces da Valantin. An Tirant-se er c’hondaonas da veza dibennet, er bloaz 270. Ar Pap Jûl quenta a reas sevel un llis var e bez.

REFLEXION.

Sant Valantin a reas d’an Ampalaer santout ar Virionez eus ar Religion gristen ; ar Prinç-se en em gavas touichet, mæs gant aoun da zispligeout da ur bobl payen, ha da goll e Rouantelez, e vougas ar sclerigen eus ar c’hraç ; sacrifia a reas e ene, renonç a reas d’e silvidiguez ha da ur Rouantelez eternel. O dallentez !

Pet den, sioaz ! na guever quet choas hirio pere, gant aoun da displigeout d’ar bed, da ur mæstr, pe da ur mignoun, a zeu da vouga an inspirationou mad, da drahissa o c’houstianç, ha da verza o Ene. O follentez eus ar pec’her !

Aoun hoc’h eus, a livirit-hu, da zisobligea ur mæstr pe ur mignoun. Mæs piou e ho quenta hac