Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/140

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Fevrer.
133
Santes Juliana.

ar galite a Gristenes pe a Servicheres da Jesus-Christ. Pebes furnez n’hon eus-ni quet remerquet en he c’homsou, pebes prudanç en he responchou, pebes couraich ar pebes constanç e creiz, c’hruela tourmanchou ! Miraclou a garfemp da velet evit excita hor Feiz, evit souten hor perseveranç : pe seurt Miracl caeroc’h na touchantoc’h eguet ar Verzeres illustr-mâ, ha quen alies a Verzer hac a Verzeres-all ? Ma ne zeuomp quet d’en em gonvertissa dre an exemplou bras-se pere o deus contribuet quement da gonversion ar bed-oll, ne doump-ni quet hènvel ous ar Bayanet aheurtet, pere o velet ar burzudou-ze a chome obstinet en o dallentez ?

Eil Reflexion. Ar bed a so ul Levr bras e pehini cals a Sænt o deus desquet caret Doue, hac e pehini Santes Juliana a zescas e aznaout. Beza ez eus el Levr bras-mâ traou pere a represant deomp ar vadelez a Zoue, dre ar mad a reont deomp. An Heaul hac al Loar a zeu d’hor scleraat, an Douar a ro deomp frouez evit hor maga, ha fleur evit hon rejouissa, hac un infinite a draôu-all. Coiisideromp-ii ha trugarecaomp Doue pehini en deus o roet deomp evel mercou eus e garantez. Mar deus traou quer mad ha quer caër var an Douar, pehini ne deo nemet al lec’h eus hon exil, peguer caër ne d’ê quet ar Barados, ha pebes joaüsdet na recevo quet an Eneou just er Pales eternel-ze a Zoue !

Beza ez eus traou-all er bed pere a zeu da noasont deomp, pe d’hon incommodi, evel an amser rust, ar glao, an avel, an tourmant. Pa santot ar boan a reont deoc’h, trugarecaït Doue dre ma permet quemense evit ober deoc’h caout sonch e m’oc’h er plaç eus hoc’h exil, ha non pas en ho pro. Souffrit gant patiantet an incommoditeou-ze, ha livirit enoc’h oc’h-unan : Mar deus quement da souffr er bed-mâ, petra na souffro quet er bed-all ar re collet, siouaz dezo !


————