Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
18 Fevrer.
Sant Simeon.


An trivec’hvet devez a viz Fevrer.


SANT SIMEON


————


Sant Simeon, mab da Gleofas ba niz da Sant Joseph, hac evelse car da Salver ar bed, a oa disquennet eus ar Famill ar Roue David ; mæs e gaëra calite eo da veza bet un Disquibl fidel da Jesus-Christ, un Escop santel hac ur Merzer glorius.

Hor Salver er choasas evit unan eus e Zisquibien, hac en instruas e-unan. Beza e voe test eus an darn-vuya a Viraclou mab Doue ; test e voe eus e Resurrection hac eus e Asçansion, ha beza en devoa an eur da receo ar Speret-Santel assambles gant an Ebestel da Vouel ar Pantecost.

Pa en em separas an Ebestel hac an Disquibien evit mont daou-ha-daou da gaç ar scierigen eus an Aviel dre ar bed-oll, Simeon a chommas gant Sant Jacques, Escop a Jerusalem, hac a labouras gant an Abostol-mâ da sanctifia ar Guær vras-se, pehini a oa nevez arrouset gant Goad Jesus-Christ.

Nao bloaz var-nuguent goude maro hor Salver, ar Yusevien obstinet, o veza massacret Sant Jacques, e voe choaset Simeon evel an digna evit derc’hel e blaç. O veza Escop, e redoublas e sourci hac e attantion var pep-tra ; ne heane o preseg hac isplica d’e Bopl, gant ur vadelez ravissant, ar guirionezou bras eus ar Religion, ec’his en devoa-ii desquet e-unan gant Jesus-Christ memes.

An Ampalaer Trajan o veza roet urz da bersecuti ar Gristenien, e voe sesiet an Escop santel evel ar penn hac ar souten eus ar re-all.

Simeon, oaget a ouspen cant vloaz, o veza bet presantet dirag ar Gouarner eus a Syrii, ar Gouarner-ze a ordrenas dezàn adori an Doueou ar Rouantelez. Ar Prelat santel a brouvas dezâ gant quement a nerz ha quer sclaer ne voa nemet un Doue, ha peguer faus