Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Fevrer.
137
Sant Simeon.

oa e Zoueou, ma teuas d’en em gaout soueset bras, mæs n’en em gonvertissas quet abalamour d’ar goall disposition eus e galon, hac e reas scourgea ar Sant gant ur grueldet barbar. An oll a oa estounet o velet ar gouraich gant pehini e andure an tourmant-se, ha ne allent quet compren a pelec’h e teue dezàn an nerz-ze en ur c’horf sempleet dre un oad quer bras. An Tyrant er c’hondaonas goudese da vervel var ur Groas. Evellen Sant Simeon en devoe ar gonsolation d’en em velet tretet ec’his ma oa bet e vaestr divin, hac e varvas en ur drugarecât Jesus-Christ eus ar c’hraç a ree dezâ da vervel er Groas eveldàn. E Verzerinti a erruas er bloaz 107 goude Donediguez hor Salver.

Conservi a rêr darn eus e Relegou e Bouloign ha darn e Bruxeel.

REFLEXION.

Mab Doue a zesq deomp e petra e c’honsist ar garantez a dleomp da gaout evit hor c’herent hac hor mignounet, dre ar garantez en deus bet e-unan evit Sant Simeon, pehini n’en deus caret nemet evit e renta Sant. Obliget oump da garet an oll ; gant muy a ræsoun e tleomp caret ar re a so nessoc’h deomp mæs ar guir garantez a gonsist o tesirout hac o proculi ar guir madou d’ar re a garomp ; mæs pere int-hi, nemet graç Doue hac ar silvidiguez ! Chetu a-ze-ta ar pez a dleomp da broculi da guenta, ha dreist peb-tra d’hor c’herent ha d’hor mignounet.

Eil Reflexion. Jesus-Christ en deus roet da Sant Simeon mercou caër eus ar garantez en devoa evitâ, en ur rei dezâ ul loden vras en e souffrançou hac en e Groas. Er fæçoun-ze eo e car hor Salver e vrassa hac e fidela servicherien. Sant Simeon eus e gostez en deus roet da Jesus-Christ ur merq caër eus e garantez, en ur receo a galon vad ha gant joa al loden a roe dezàn en e souffrançou hac en e Groas. Er fæçoun-ze eo e teu ar re a gar ive Jesus da zisquez dezàn o c’harantez. Ha receo a rit-hu eta evel mercou eus e garantez evidoc’h ar poaniou, au afflictionou,