Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/145

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
18 Fevrer.
Sant Simeon.

ar c’hroasiou a zigac èn deoc’h ? Ha renta a rit-hu dezâ carantez evit carantez, o souffr evit-àn gant patiantet ha gant resination d’e volontez santel ? Evit breudeur eus un Doue crucifiet, evel ma oump, peguen neubeut e ententomp-ni ar Mister eus ar Groas ! Descomp-èn eta hirio, en ur zisqui penaus ne dleomp istimout netra brassoc’h, netra santeloc’h, netra guell evit assuri hor silvidiguez, eguet souffr evit Doue.



An naontecvet devez a viz Fevrer.


BUEZ AN DEN EURUS CONRAD.
eus a drede urz sant françes.


————


Conrad a oa un Digentil pinvidic eus ar Guær a Blesanç, hac ur Chasseour bras. Un devez en ur chasseal e rancontras ul Loen gouez, hac er poursuas ; mæs al Loen o veza en em guzet en ur voden vras a zrez hac a spern, a reas d’e Vevel lacaat an tan en drez evit ober d’al Loen sortial ac’hano. An avel pehini a oa cre, a zougas pell ar flam, cals a draou a voe devet, hac un domaich bras a voe græt er c’harter. Conrad o velet quemense en em dennas prount d’ar guer, heb ober van ebet. An dud o velet souden an tan, a glascas ar penn-caus eus a ur maler quer bras. Rancontri a rezont ur paour-quez divar ar mæs ; doueti ha soupçoni a rezont e voa ar paour-ze en devoa græt an drouc ; quemeret e voe ha casset dirac ar Barner pehini a reas e lacât er prison. Conrad pa velas edo an den-ze e danger da veza punisset, en em santas touichet dre ur c’hraç interior, hac e lavaras ennâ e-unan : Ha ret eo e teue an innoçant paour-ze da vezà e poan evidon-me pehini sa ar c’hriminal ? Nan, nan, ret ê din disculia ma faut, hac ober ur satisfaction publiq. Discleria a reas rac-eon penaus an den-ze a oa innocant, hac e voa e-unan ar penn-caus