Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Fevrer.
139
Sant Conrad.

eus an oll drouc, mæs ive penaus e falle dezàn rapari an oll domaich en devoa graet. O resolution santel ! Rac evit satisfia d’ar c’holl en devoa causet, e verzas e oll madou, fond hac all, hac e peas an oll. E Bried en em rentas Leanes, hac èn e-unan en em dennas en ur Vro pell, e pelec’h en em lequeas e Trede Urz Sant Frances. Chetu ur chenchamant admirabl : un taul eo, evit guir, a Zoue, pehini a so prest da ober quement-all, ma caffe calonou disposet mad.

Ar Penitant devot-mâ goude beza bet e Rom o visita ar placou Santel, en em dennas e Sicill, e pelec’h e tremenas daou-uguent vloaz er pratiq eus an Oræsoun hac eus ar binigen, en ur beva gant griziou lousou divlas ha c’huero.

E zevotion vras a oa evit Jesus-Christ crucifiet. En em renta a ree bep guener er Guær a Netiin evit ober Oræsoun dirac e imaich. En ur ober eno e beden var e zaoulin, hac e zaouarn e croas, e rentas e Ene d’e Salver. E varo precius a erruas er bloaz 1351.

REFLEXION.

Ar glac’har en deus Conrad eus e faut, hac an displigeadur en deus o velet un den innocant accuset eus a un dra a behini e voa coupabl e-unan, a douich quement e galon ma teu d’en em ziscleria e-unan, heb beza accuset gant den ebet. Petra admirit-hu davantaich, pe e binigen, pe e garantez ? Admirit dreist pep-tra ar c’hraç pehint en em servich eus ar voyen-ze evit e gonversion, ha deut da imita ar Penitant santel-mâ en ur brofita eus an occasionou hac eus ar moyenou a fournis deoc’h ar c’hraç evit en em gonvertissa parfet da Zoue.

Eil Reflexion. Evit rapari an domaich en devoa gret d’e nessa, e verzas e oll vadou. Descomp dre e exempl da satisfia d’hon nessa, en ur rapari ar gaou hor be gret outàn en e vadou pe en e enor.

Trede Reflexion. Ar penitant santel-mâ en deus bevet daou uguent vloaz gant griziou louzou divlas ha c’huero. Peguen neubeut mortifiet oump-ni e coumparæsoun d’ar Sænt ! Pet den so, siouas ! Pere ne glas-