Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Fevrer.
141
Sant Eucher.


Evel ne voa en em rentet Religius nemet evit pellaat dious ar bed ha dious an enoriou, e voe quen affliget pa glevas an neventi-ze : evel pa vize c’hoarveet gantàn ar brassa maler ; hac, en ur lavaret adieu d’e oll vreudeur, e scuillas cals a zaëlou, gant ar c’heus en devoa d’o c’huitât.

Eucher goude beza bet ur Religius fervant a zeuas da veza un Escop parfet. Lacat a reas un urz ar c’haëra en e Escopty, quen etouez an dud a Ilis, quen etouez ar bobl.

Ar mad bras a ree a zispligeas d’an drouc-speret. An adversour-se eus ar silvidiguez a impligeas e oll finessaou hac e oll artifiçou evit e goll er speret ar Prinç. Tud a voal goustianç a rapportas da Charles-Martel penaus en devoa parlantet en e enep. An istim vras en devoa, bete neuse ar Prinç-se evit ar prelat santel-se ne viras quet na en exilas d’ar guær a Goloign.

Ar Sant pehini n’en devoa quet brassoc’h desir eguet beva diaznavezet ha dispriset, en em rentas gant joa er plaç eus e exil : mæs e vertuz o veza græt souden e aznaout e Coloign, e voe respetet hac enoret gant an oll.

En em lacaat a eureu e abati Sant Trôn, e pelec’h e tremenas c’huec’h vloaz o cundui ur vuez oll celestiel. Eno e falvezas da Zoue recoumpansi e servicher fidel, oc’h e c’hervel eus e exil, d’an-demeuranç eus an eneou eürus, dre ur maro santel, er bloaz 743.

REFLEXION.

Ar figur, pe ar speç eus ar bed-mâ a dremen. Ar c’homsou-mâ a reas da Sant Eucher quitaat ar bed, evit cundui ur vuez devotoc’h ha perfetoc’h. Peguer caër eo ar c’homsou-mâ da vedita ! Pet sujet a reflexion na gaver quet e quen neubeut a gomsou ! Ar figur, da lavaret eo, ne d’ê ar bed nemet ur spec, pe ur squeud, pehini a dremen en ur moumet. Ar figur eus ar bed-mâ, pehini ne deo nemet miseriou ha viçou, Ar figur eus ar bed-mâ a dremen ; perac