Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/15

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ




METHOD A ORAESOUN.
————
Da lavaret eo, Reglen a Voyen æz ha facil evit ober Oræsoun.
————

Da Guenta, evit coumanç hoc'h oræsoun, en em liquit e presanç an Autrou-Doue, da lavaret ê, songit penaus Doue ho cuel, hac o clev, hac ez eo disposet da accordi deoc'h ar pez a c'houlennot digantàn. Adorit e vajeste souveren gant an oll respet a behini ouc'h capabl; en em aznavezit indin d'en em bresanti dirag un Doue quer bras ha bras ha quer santel; goulennit digantâ pardoun ous o pec'hejou tremenet, evit ma viot guell disposet da receo e c'hraçou hac e faveriou. Goude beza en em lequeet e presanç Douc, er feçoun-mâ pe en ur façoun bennâc-all, goulennit digantàn, gant fizianç, ar sclerigen hac ar c'hraç da ober un oræsoun vad; pidit ar speretr santel da sclerât ho speret, da doma ha da anflami ho calon.

Er bagen XIV, amâ varlerc'h, e quefot quemense merquct-oll, en he velep façoun n'ho pezo nemed e lenn.

D'an eil, lennit ar sujet eus ho meditation. Mar quemerit evit sujet eus ho meditation buez ur sant bennâc, pe memes hebquen ar reflexion a so varlerc'h, considerit an traou importanta ho pezo lennet pe clevet lenn, hac ar pez a allot guell da imita ha da bratica. Grit reflexion, guella ma allot, var ar virionez pe var ar sujet hoc'h-eus da vedita; considerit ar mad a so pro- poset deoc'h evit e imita, pe an drouc a broposer deoc'h evit e evita, songit a barfetet peguen avantaichus eo ober ar mad-ze, ha peguen domaichus ober an drouc-ze; examinit a c'hui a so bet a ziaguent fidel da ober ar pez a dliac'h var guemense, pè c'hui hoc'h-eus manquet er poent-ze. Ma n'ho pe quet manquet, tru- garecaït Doue pehini en deus roet ar c'hraç-ze deoc'h, ha que- merit ar resolution d'e bratica en ur fæçoun c'hoas parfetoc'h en amzer da zont. Mar hoc'h eus manquet da ober ar pez a dliac'h, goulennit gant an oll humilite possubl pardoun digant Doue, grit ur resolution ferm da veza fideloc'h en amser da zont; guelit pere eo an occasionou o deus ho lequeet da goueza en direglamant-ze hac en em resolvit da bellaat diouto a-grenn.

Abars echui hoc'h oræsoun, trugarecaït an Autrou-Doue eus ar graçou en deus accordet deoc'h enni, eus ar sclerigen en deus roet deoc'h, eus ar santimanchou mad en deus inspiret deoc'h, eus an affectionou santel en deus excitet en ho, calon. Erfin goulennit digantàn ar gouraich hac an nerz da bratica gant fi- delite ar resolution ho pezo quemeret; goulennit ar c'hraç-ze dre miritou Jesus-Christ, dre intercession an Itron Varia, hoc'h æl ze