Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
21 Fevrer.
Sant Dositee.

Er memes moument e tremenas Dositee, evel pa ne vize falvezet dezàn mervel nemet dre oboissanç.

REFLEXION.

En em drompla a rêr pa songer penaus, evit beza ur Sant bras, e ranquer ober traou bras, ha pratica pinigennou ha mortificationou dreist-ordinal. Exempl Sant Dositee a zesq deomp penaus ne c’houlen quet Doue quemense digant an oll, ha penaus e aller arruout en ur santelez vras hep quemense. Dositee pehini en devoa neubeut a yec’het, pehini n’en devoa quen carg nemet da gaout sourci eus ar Religiuset clàn, dispenset memes gant e Superioret eus ar binigennou ordinal eus an Urz, a zeuas e ber amser da veza ur Sant bras dre e humilite hac he oboissanç parfet, ha dre he garantez pur evit Doue. Petra a ell miret ouzomp-ni eta na zeufemp da veza Sænt, ha Sænt bras memes e pe stad bennâc e oufemp en em gaout.



An eil-var-nuguent devez a viz Fevrer.


SANT YAN AN ALUSENNER.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Chypr, ha savet eus a dud distinguet dre o Noblanç, o madou hac o vertuz, en devoa a vianic ur garantez tener evit ar beaurien ; ha remerquet voe a-neuse penaus e vrassa pligeadur a oa ober an alusen.

Goude maro e guerent, o veza mæstr var e oll vadou, n’en em gonsideras muy nemet evel tad ar beaurien. E dy a oa digor d’an oll Pelerinet ha d’an oll dremenidi ; biscoas ne voe guelet den oc’h ober alusennou gant quement a larguentez ; rei a ree gant profusion, en ur lavaret : Va madou a so da Zoue, ar beaurien a so e bugale, ne oufen quet ober guell eguet distribui e vadou d’e bugale.