Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Fevrer.
145
Sant Yan.


O veza bet lequeet da Escop e Alexandrii, e guenta sourci a voe da aznaout miseriou e bobl. Quemeret a reas hannoyou an oll beaurien a edo er Guær vras-se, eus a bere an nombr a dremene seiz mil, hac e reas fournissa dezo bemdez peadra da veva.

Ur Roue barbar, hanvet Cosroes, o veza quemeret, pillet ha distruget ar Guær a Jerusalem ha cals a Guæriou all var dro, ur foul bras a dud pere en em gave oll ruinet, en em dennas da Alexandrii, etouez pere e voa cals a Religiuset, tud a Ilis, tud a Lès, hac Isguibien memes. Ar Sant-mâ o recevas oll gant teneridiguez, hac o sicouras oll. Peguer bras bennâc eo an nombr eus an Estranjourien-ze, e pourveas gant larguentez d’o necessiteou, ha pep-hini a oa tretet ha servichet hervez e gondition. Ar re da bere en devoa roet ar garg da zistribui e alusennou, o veza rcpresantet dezâ e voa impossubl e alze souten un dispign quer bras, e respontas dezo : Tud a neubeut a feiz, n’ouzoc’h-hu quet penaus ar brovidanç divin a so infinit, ha penaus ne goust quet davantaich da Zoue maga cant mil den hac ouspen, gant ma leve hebquen, eguet ma ze bet coustet dezàn maga pemp mil en deserz gant pemp bara.

Ouspen e caças da Jerusalem arc’hant, id ha dillat evit soulageamant ar re a oa chomet eno. Antreteni a eureu gant misou bras mil micherour a gaças d’y evit rapari an Ilisou a oa bet distruget. Mæs an arc’hant a roas evit prena ar gaptivet, a dremene e dispignou-all.

Diæz ê compren penaus e alle fournissa da guement a zispignou pere a seblante tremen ar gallout eus ur Roue memes. Guir eo penaus en devoa sourci an Autrou-Doue da sicouren ur fæçoun miraculus au inclination carantezus eus e galon vras, rac seul-vuy a roe, seul-vuy e cave da roi. Bemdez peurvuya ha da bep heur eus an deiz e receve bete eus ar broïou pella cals arc’hant ha traou all evit fournissa d’an dispignou-ze, peb-hini o tesirout bezâ participant en euvrou mad an Escop santel-ze.

An oll occupationou-ze a garantez ne virent quet