Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
22 Fevrer.
Sant Yan.

na beille var e bopl gant cals a sourci ; beza en devoa memes un engin admirabl evit e zistrei dious ar goall gustumou. O veza remerquet e sortie an dud yaouanc eus an Ilis goude an Aviel, evit mont da gauseal er vered epad ar prôn hac an instruction, ez eas d’o heul, hac e lavaras dezo gant un douçder pehini a c’hounee calonou an oll : Va bugale, elec’h ma vez an dêvet e tle beza ar pastor ; abalamour deoc’h e teuan da lavaret an Oferen, deport a rin quen a bligeo gueneoc’h assista enni. Ur gorrection græt quen a propos ha gant quement a vadelez a dorras net ur c’hustum quer fall.

Bep bloaz e ree ar visit eus e Escopti ; hac e lavarer ordinal anezàn ar pez a lavare eus hor Salver pa edo var an douar, penaus e ree vad dre quement plaç e tremene. N’er galvent e peb lec’h nemed ar Sant ha partout e pedent Doue d’e gonservi. Mæs poent e oa dezâ erfin mont da receo ar recoumpanç eus e euvrou mad.

E pep amser en devoa songet er maro, ha tremenet en devoa pep devez evel pa vize bet an diveza eus e vuez ; græt en devoa memes ober e Bez, querquent a ma voe græt Escop. Pa en em velas præst da vervel a roas d’ar beaurien daou bez arc’hant en devoa heb-quen a rest, ha goude beza testamantet e Ene da Zoue, e varvas gant ur peoc’h bras, er bloaz 617, oaget a dri pe pevar bloaz ha tri-uguent.

REFLEXION.

Ar Sant bras-mâ en devoa bepret en e speret ar sonch eus ar maro ; ha cunduet en deus ur vuez pur a bec’het, ur vuez santel ha leun a euvrou mad. Ar sonch eus ar maro a so ur voyen cre ha puissant meurbet evit distrei an den dious ar pec’het, nac evit e excita da bratica an oll vertuziou.

Eil Reflexion. Græt en deus alusennou bras meurbet : ha seul-vuy e roe, seul-vuy e cave da roï. Ha c’hui a fell deoc’h e prosperre ho madou, ha c’hui a fell deoc’h o c’honservi hac o c’hrisqui ? Roït an alusen gant larguentez ; ne d’ê quet ho sourci, nac ho contrajou a gonservo deoc’h ho madou, na d’ho