Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/154

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Fevrer.
147
Sant Yan.

bugale ; an alusen ha benedictionou ar beaurien o deus c’hoas muy a vertuz evit quemense.

Ar re didruez e quenver ar beaurien o deus abred pe diveat an displigeadur da velet o madou o timinui. Reüs a reont da Zoue an interest legitim eus ar madou o deus recevet digantâ, ne d’ê quet souezus e teufe erfin da lemel diganto ar principal, hac ar font.



An trede-var-nuguent devez a viz Fevrer.


BUEZ AR PLAC’H EURUS MAC’HARIT
A GORTOON.


————


Mac’harit, leshanvet a Gortoon, abalamour ma reas eno he finigen, a oa guinidic a Doscaan. O veza collet he mam d’an oad a eiz vloaz, e chomas heb instruction. O caout re a liberte, e teuas erfin da goueza en oll disurzou a bere eo capabl ur plac’h yaouanc pehini ne d’ê quet dalc’het na dre zougeanç Doue, na dre hini he c’herent.

Nao bloaz a oa ma cundue ur vuez a voal exempl gant un Digentil eus ar c’harter, pa zigouezas gant an den maleürus-ze, goude beza bet oc’h e guelet un nosvez, beza lazet en hent, heb gouzout dare da zen. Daou zevez goude-se, Mac’harit en ur bourmen a remercas en ur fos corf an Digentil hanter-vrein, pehini a daule ur flær insuportabl. Ar guel eus un dra quen horrubl e scoas, ha Doue en em servichas anezàn evit e c’honvertissa. Quement a c’hlac’har hac a horrol a guemeras ous he c’hrimou, na glascas muy nemet ar voyen d’o effaci dre ur guir binigen. Mont a eureu en ur vouela d’en em strinca da dreit he zad, goulen a reas digantâ pardoun eus an dispris e devoa gret eus e autorite, oc’h e suplia d’e derc’hel en e zy, evit e zenna eus ar pec’het, ha rei dezi dre eno ar voyen da rapari dirag e zaoulagat ar fautou