Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Fevrer.
148
Santes Mac’harit.


N’en em gonsidere nemet gant horrol ha ne alle quet comprenn penaus e voa anduret er Guær a Gortoon. Goulen a reas meur a veich ar bermission da vont dre Guær gant ur gorden ous he gouzouc, evit ober Amand enorabl eus ar goall exempl e devoa roet ; mæs en em soumetti a reas bepret da avis he Zirector.

Un Ene quer penitant ha quen humbl ne alle quet mancout da c’hounit calon an Autrou Doue pehini e c’hurgas a faveriou bras hac eus an donæsoun eus ur goutemplation huel.

Erfin, goude beza tremenet tri bloaz var-nuguent er pratiq eus ar binigen hac eus ar vertuziou caëra, e rentas e peoc’h he Ene da Zoue, er bloaz 1297, var dro an oad a eiz vloaz ba daou-uguent. Ar Pab Urban eizvet e zisclerias eürus er bloaz 1623, hac a bermetas dan Urziou Sant Frances ober an Ofiç anezi.

REFLEXION.

Ar Bec’heres vras-mâ en em gonvertissas o velet ar c’horf maro eus an digentil maleürus-ze. An Digentil-ze a varv miserablamant, dre ur goal rancontr, hac a servich da gonversiou ur Plac’h marteze coupaploc’h. Adoromp ar secrejou eus ar Brovidanç divin. Peguen incomprenabl eo jugeamanchou an Autrou Doue.

Pet accidant trist, pet goal fortun a zeu bemdez d’hon excita d’en em gonvertissa ! Mæs peguement a dud a so bouar d’ar vouez-se eus ar C’hraç !

Eil Reflexion. An nombr hac ar grevusdet eus hor pec’hejou a dle hor spounta, mæs non pas hon disesperi. A ne d’ê quet evit excita fizianç ar bec’herien eo e teu Doue da garga eus e faveriou brassa ar guir penitantet ? Ar Benitantes eürus a Gortoon a so un exempl caër hac un testeni bras a guemen-se. Distroomp ous Doue evel-di, dre ur gonversion sincer ha couraichus, hac e recevimp ar memes douçder hac ar memes avantaichou eus ur guir gonversion.