Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
24 Fevrer.
Sant Mathias.


Bezit ive fidel da brofita eus ar graçou a recevit, hac e vilitot receo graçou-all brassoc’h ha creoc’h. Labourit bemdez d’en em renta agreaploc’h da Zoue.

An nep ne avanç quet en hent eus ar silvidiguez a zeu a-drê. Na songit quet e ve ho silvidiguez en assuranç evit beza quiteet ho pec’hejou bras, pere a ree deoc’h caout aoun rac an Ifern ; rac piou en deus hoc’h assuret ez ouc’h e graç Doue ? Ha pa veac’h brema en e c’hraç, piou en deus prometet deoc’h e perseverot betec ar maro ?



An pempet var-nuguent a viz Fevrer.


SANT TARÆZ, ESCOP.


————


Ar Sant-ma a voe ganet e Constantinopl. E vam vertuzus a inspiras dezâ santimanchou bras a Zevotion hac a Religion, pere a voe evel ar fount eus an oll vertuziou caër a voe remerquet ennàn goudese. Queit ha ma tesque dezâ e vam an hent eus ar silvidiguez, e devoa sourci da rei dezan Mistri habil evit e instrui er squianchou divin hac humen ; hac, evel ma en devoa ur speret excellant, e teuas souden da veza unan eus ar re habila en e amser.

O veza bet choaset evit Escop ha Patriarch a Gonstantinopl, ne espernas netra evit e sanctification e unan nac evit hini e oll bobl. Coumanç a eureu, dre lacaat en e dy un urz hac ur reglamant evel en ur gouent. Maga a re bemdez ur certen nombr a beaurien, hac o servicha e-unan.

An devotion vras en devoa evit ar Sacrifiç santel eus an Oferen, ar graçou bras a receve oc’h e lavaret hac ar gonsolationou spirituel a scuille Doue neuse var e ene, a reas dezâ celebri bemdez an oferen, ha bepret gant ur fervor nevez.

Impligea a reas e oll brudanç hae e oll zêl evit conversion an hereliquet ; o instrui a ree e-unan hac