Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
25 Fevrer.
Sant Taræz.


Evit clevet ervat an Oferen, considerit penaus ez eo ur memor hac ur represantation eus ar Bassion ha Maro hor salver Jesus-Christ, hac ouspen ur Sacrifiç e pehini en em offr d’e Dad eternel evit silvidiguez ar re veo hac ar re varo. Assistit er Sacrifiç Santel-mâ gant ar memes respet ha gant ar memes carantez, evit Jesus-Christ, evel ho pize bet ma vizac’h bet presant var menez Calvar pa scuillas e goad precius evidoc’h.

E coumançamant an Oferen, offrit da Zoue an Oferen a yet da glevet, evit ar pedir intantion principal a dle pep Cristen devot da gaout ; da guenta, evit adori ar Vajeste souveren a Zoue ; d’an eil, evit e drugarecât eus an oll graçou hoc’h eus recevet digantâ ; d’an drede, evit goulen diguentâ ar pardoun eus ho pec’hejou ; d’ar bevare, evit goulen an oll graçou a bere hoc’h eus ezom evit an amser da zonet.

N’en em gountantit quet da lavaret hebquen ho Chapelet pe Pedennou-all vocal, grit ouspen-ze reflexion var Passion hor Salver.

Grit da Goumunion ar Bælec ho Coumunion spirituel, da neubeuta, oc’h excita en ho calon ur garantez ardant evit Jesus-Christ, hac un desir bras d’en em unissa gantàn.

Hac, evel ma en em offr Jesus-Christ evidoc’h, na vanquit quet da ober ive dezâ an offranç ac’hanoc’h hoc’h-unan, eus ho speret hac eus ho calon.



An c’huec’hvet-var-nuguent a viz Fevrer.


SANT PORFIR, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ a oue ganet e Macedoân. E guerent e instruas a vianic e dougeanç Doue, hac an oad ne reas nemet creaat e vertuz. E sourci da derc’hel dious ar gompaignunezou dangerus, e aquet da studia, hac an horrol en devoa ous ar pec’het, a servichas cals dezâ da gonservi e innoçanç.