Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Fevrer.
155
Sant Porfir.


D’an oad a bemp bloaz var-nuguent en em rentas Religius e Gouent Sete. Goude beza tremenet eno pemp bloaz er pratiq eus an oll vertuziou, ez eas gant conge e Superior da visita ar Plaçou Santel e Jerusalem. Clènvel a eureu, mæs peguer sempl bennâc e voa, ne vanque quet da visita bemdez al Lec’hiou Santel var bouez e vaz. Un den yaouanc, hanvet Marc, pehini en devoa carantez evit-àn, ha pehini en deus scrivet e vuez, a reas offr dezâ d’e sicour da guerzet, mæs ar Sant en reüsas, en ur lavaret ne dlie quet ur pec’her, pehini e voa deut er plaç-se evit obteni ar pardoun eus e bec’hejou dre ar binigen, quemeret un evelep soulageamant.

Da ben un neubeut goude, an den yaouanc-se souezet oc’h e velet dispos, a c’houlennas digantâ penaus e voa deut pare quer buan. En dez-all, eme ar Sant, o veza goasseet din, en em stlejis gant cals a boan bete Menez Calvar evit caout ar gonsolation da vervel er memes lec’h ma ze maro va Salver divin : beza em boe eno ur falligen epad pehini evel en un extaas e seblante din guelet Jesus-Christ er Groas, pehini a goumande d’ar Laër-deou dont d’am sevel : goude m’en devoa ma sicouret da sevel, e lavaras din mont da renta gracou d’am Salver ; neuse e redis da drugarecât Jesus-Christ : an extaas a dremenas, hac en em gaout a ris yac’h couls a biscoas.

Ar Patriarch a Jerusalem informet eus e vertuz, er greas Belec, d’an oad a zaou-uguent vloaz, hac a roas dezâ ar garg da viret ar guir Groas hor Salver.

E zêl ardant evit conversion an infidelet a reas souden e lacât da Escop er Guær a Gaze. Darn eus ar Bayanet, a bere ez oa un nombr bras er Guær-ze, a glascas meur a voyen d’e laza ; mæs e zouçder o disarmas, hac e santelez o c’honvertissas. Ober a reas distrugea Templ ar Bayanet ha brusuna o Doueou.

Etouez cals a Viraclou en deus græt en e vuez ar Servicher bras-mâ da Zoue, ez eo merquet penaus tri c’hrouadur yaouanc o veza couezet en ur punç, ar Sant o recoumandas da Zoue. Disquen a rezeur