er punç, hac e voent caet o zri aseet var ur mein, heb drouc ebet.
Ar Sant-mâ a yeas da receo en Eê ar recoumpanç eus e labourou hac eus e boaniou, er bloaz 420, oaget a seiz vloaz ha tri-uguent.
Sant Porfir en deus distruget Templ ar Bayanet ha brusunet o Idolou, da lavaret ê, o Doueou faus. O exerciç caër distrugea demcuranç an Idolou evit sevel un Templ da Zoue ! Beza ez eus c’hoas, etouez ar Gristenien memes, tud pere a zeu da adori Diviniteou faus ; beza ez eus e calon cals a dud templou savet d’an Idolou, en ho calon-hu marteze, va breur ha c’hui va c’hoar. Petra sonch deoc’h-hu ez eo quen an ambition-ze pehini a so en ho calon, an desir direglet-ze evit ar pinvidiguezou, an attaich disordren-ze evit pligeadurezou ho corf ; Quen alies a viç hoc’h eus, quen alies a Idol a so en ho calon. Peguement a Bredicatoret fervant, peguement a Goessoret santel o deus labouret hep frouez evit brusuna an Idolou-ze. Caër o devoa parlant ha crial d’ho tiouscouarn, pa voa bouzar ho calon. Celaouit eta hirio ar vouez a Zoue, ha chasseit an Idolour-se, distrugit an Templ milliguet-ze, en ur vrusuna ho calon dre ur guir gueuz ha glac’har. Guelc’hit ha purifiet ho calon dre an daelou eus ar binigen : neuse eo e teui da veza un demeuranç hac un Templ agreabl da Zoue.
er Damien a oa guinidic eus a Raveen. E guerent
a voa quer paour ma rapporter penaus, e vam, squiz
o caout quement a vugale, a reüsas e vaga, ha penaus