Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Fevrer.
157
Sant Per Damien.

oa ur vreg estren a guemeras ar sourci-se, dre charite ha dre druez ountâ. Couscoude e vam dinatur, touichet dre ar rebeichou a voe graet dezi, a zeuas da gaout mez da veza abandounet he c’hrouadur, hac er c’hemeras en he zy ; mæs o veza digouezet ganty mervel souden goude, ar minor paour a gouezas etre daouarn unan eus e vreudeur pehini ne alle quet e souffr, ha pehini en tretas, non pas evel ur servicher, mæs eguis un esclaf. Ne roe dezâ nemet un tam crun sec’h evit monet da zivoal e loenet, e lesel a ree diarc’hen, ne voa guisquet nemet eguis ar miserapla, injuriet e vie ha goal-dretet a dauliou. Ar c’hrouadur yaouanc a viras bepret er gaptivite-ze ur batiantet hac un douçder admirabl.

Beza en devoa ur breur-all, pehini, fachet oc’h e velet tretet en ur fæçoun quen indin, en tennas d’e zy. Ar breur-mâ ravisset o consideri e natur vad, e speret hac e zevotion, en lequeas da zisqui lenn d’an oad a drivec’h vloaz. Disqui a ree en ur miz ar pez a zesque dre boan ar re-all en ur bloaz. Evelse en em lequeas e ber amsef e stad da instrui ar scolaërien yaouanc, hac e ober a reas gant meuleudi hac approbation an oll. Goude-ze en em retiras en ur Gouent e pehini e observe ar Religioset ur reglen rust meurbet. Querzet a reent bepret diarc’hen alies e yunet divar bara ha dour, neubeut e cousquent, hac e tremenent un amser vras en Oræsoun. Per Damien a ajoutas da guemense mortificationou-all brassoc’h, hac a roe cals a amser en deiz hac en nos d’ar studi eus ar Scritur Sacr.

An Tad Abad o veza deut da aznaout an Tènsor a squiant hac a vertuz a oa cuzet er Religius humbl-mâ, er c’hargas da breseg. E ober a eureu gant quement a nerz, ma convertissas un nombr bras a eneou.

Ar brud eus e santelez hac eus e squiant dreist-ordinal a reas d’an dud habila, ha d’ar Pabet memes, e istimout hac heulia e avis en afferiou importanta. Ar Pap Stefan decvet, pehini er c’honsidere evel ur sclerigen vras eus an Ilis, er greas escop ha Cardinal en despet d’e humilite.