Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
27 Fevrer.
Sant Per Damien.


Biscoas Escop n’en devoe muy a zêl na muy a ampressamant evit silvidiguez e bobl eguet ar Prelat santel-mâ. Ober a reas souden ur chenchamant bras en e oll Escopty, quen dre e instructionou, quen dre e exempl.

Ar fizianç en devoa ar Pab ennan a reas dezâ e gaç d’ar guær a Vilan evit lacât urz e direglamanchou bras pere a oa commun hac ordinal er Guær-ze. Ar C’hardinal santel ne voe quet quent arruet e Milan m’en em gavas e danger eus e vuez. Ar bobl, incitet ha poulset gant ar re vras eus a guær, a zeuas d’e insulti bete ebars en Ilis ; mæs an den santel a gavas dre e furnez ar voyen da zouçaat o sperejou ha da c’hounit a neubeut-a-neubeut o c’halonou, hac a reas dezo erfin receb a volonte vad ar remejou en devoa preparet ous an disurzou public-se. Un issu quer mad a quer prount, en un affer quen diæz ha quen dangerus, a voe consideret evel ur miracl.

Peguer bras bennâc e voa ar squiant hac ar furnez a admire an oll ennàn, netra couscoude ne voa quen admiral evel e humilite e creiz e reputation vras. Meur a veich e pedas ar Pap da rei dezan ar bermission d’en em zisober eus e garg ha d’en em retira en e Gouent, ar Pap er reüsas pell-amser, mæs erfin e accordas dezâ e c’houlen.

Ne ouffer quet lavaret gant pebes joa e tistroas an den santel d’e Gouent. En deiz quenta memes ma arruas, e praticas an oll exercicou eus ar Religiuset gant ar memes fidelite hac ar memes fervor evel pa ne vize bet sortiet biscoas eus ar Gouent. Erfin, leun a vilidou, e rentas e speret eürus d’e Salver, er bloaz 1072, oaget a dri bloaz ha pevar-uguent.

REFLEXION.

Caër o deus ar guerent criz disprigeout hac abandouni bugale ha minoret paour, Doue a-voâr quemeret sourci eus ar re a laca o fizianç ennàn. Mam dinatur ar c’hrouadur santel-mâ a reüsas e vaga, hac ur vreg estrenn a servichas dezâ da vam. E vreur barbar en tretas en ur faeçoun cruel ; ha patiantet