Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/166

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Fevrer.
159
Sant Per Damien.

ar c’houadur paour a douichas an Tad Celestiel, pehini a reas anezâ unan eus an habila ha santela Disquibien, hac unan eus ar brassa Cardinalet.



An eizvet-var-nuguent a viz Fevrer.


SANT ROMEN, RELIGIUS.


————


Sant Romen, ganet e Bourgoin, a dremenas e yaouanctis en un innocanç admirabl ; hac, evit e c’honservi, e quemeras ar resolution da guitaat ar bed e pehini e vele quen alies a zanger. Mont a reas da gaout Religiuset pere a veve en ur fervor vras, evit disqui gant-o ar guir voyen da ober e silvidiguez ha da bratica ar berfection eus an Aviel.

Goude beza bet instruet en ur scol quer mad, en em retiras en ur c’hoat eus a Escopli Lyon, resolvet da bratica e-unan an oll vertuziou a admire ebars ar re-all.

Ur breur dezàn a zeuas d’e gaout, hac en em rentas e Zisquibl. Tremen a reent an darn-vuya eus an dez hac eus an nos o veuli Doue, hac o vedita en e vadelez hac en e visericord. Mæs an drouc-speret n’o lesas quet pell e peoc’h ; antrepren a reas ober dezo quitaat an deserz, oc’h o zourmanti dre pep seurt temptationou, ispicial pa vigent gant o fedennou, en hevelep fæçoun ma resont o sonch da vont da glasq ul lec’h-all bennâc e pehini e alzent beva guell e repos. O veza en em lequeet en hent, e voent obliget da logea e ty ur vreg paour. Ar vreg-mâ, leun a furnez, o veza clevet gant-o ar sujet a ree dezo quitaat an Deserz, a represantas dezo ar gaou a rent outo o-unan d’en em lesel evel-se da veza trec’het gant an demptation : combatit, emezi, gant couraich ous an drouc-speret, perseverit da resista ountâ, hac e pellaï diouzoc’h. An daou vreur mezus da veza bet quen laich ha quen diagalon, a zistroas var o c’hiz