ho- da Vari ; deus da celebri gant devotion he Goueliou, deus da imita he vertuziou.
Admir he grandor, ha ne heann da bublia an eur e deveus da veza assambles Mam ha Guerc’hes. Enorhî evel da Vestres souveren, evit ma obteno did ar pardoun eus da bec’hejou. Deus d’e fidi evel da Vam douç ha mad, ha ne bermeto quet e vez trec’het dre da voall inclinationou.
Petra bennâc ma zoc’h, Guerc’hes Sacr, dreist an oll meuleudiou, ne heanin morse d’ho meuli eus va oll galloud. Me ho salud, o va Itron ; dreizoc’h ez ê digor an Eê d’ar bec’herien. Goude Doue e lacan enoc’h va oll fizianç, hac e esperàn dre hoc’h intercession na vezin quet eus an nombr ar re reprouvet.
Obtenii din ar burete a speret hac a gorf, ur vodesti a exempl vad, un douçder universel, un devotion perseverant, ur guir furnez, ur speret eon ha just, hac ur galon humbl.
Pellait dious va c’halon peb santimant a yenien hac a gassoni ; ellumit enni ur garantez parfet, mouguit enni peb santimant eus ar pligeadurezou crirninel ; obtenit din ar berseveranç final, ha ra zeuin da gaout enoc’h an oll sicourou a bere em eus ezomp a-enep adversourien va silvidiguez.
Goude beza lavaret bemdez en e vuez, gant un devotion vras, an Oræsoun-mâ, e ordrenas abars mervel lacât gantâ en e Bez ar paper var pehini en devoa-hi scrivet. E Bez o veza bet digoret da ben c’huec’h-uguent vloas goude e varo, e voe caet ar paper dindan e benn, hac ar scritur quer fresq evel pa vise bet scrivet a nevez-flam : ar paper-ze a virer c’hoas evel un dra precius.
Ar Prinç santel-mâ a oa ive leun a zouçder evit an oll, ha leun a druez ous ar beaurien. Beza e voa o zad, o servicha a ree gant un humilite admirabl ; ha pa vige represantet dezâ e teue evel-se da ravali e renq hac e bersonnaich, e responte : netra ne ra muy a enor d’ar re vras, netra ne deo dignoc’h eus ar renq huel a zalc’h ar Brincet, eguet servicha Jesus-Christ e personaich ar beaurien.