Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/177

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
4 Meurs.
Sant Casimir.


Adalec an oad a drizec vloaz bete fin e vuez, e castias e gorf dre ar binigen. Dindan e habijou caer e tougue ur Ciliç pe ur Gouriz-reun, cousquet a ree alies var ar c’haled, e treid ur guele mad, o tremen an darnvuya eus an nos en oræsoun ; conservi a reas e innoçanç bete ar maro ; ober a reas veu a chastete querquent ha ma voe en oad da aznaout ar pris hac ar milit eus ar vertuz-ze ; ha guell voe gantâ coll e vuez evit coll e virginite. Mervel a eureu evel ma varv ar re just, er bloaz 1484, d’an oad a bemp bloaz var-nuguent.

REFLEXION.

Sant Casimir en deus conservet epad e vuez ur burete angeliq. E humilite hac e vortifirationou o deus èn sicouret da gonservi ur vertuz quen diæs da viret. Na songit quet e conservot heb poan an tènsor precius eus ar burete : attaquet, temptet e viot nos dez, e pep lec’h hac e peb amser ; mæs ar vertuz-mâ pehini hon rent hènvel ous an Ælez, a vilit e raëmp hon oll effort evit e c’honservi. At pez a so diæz da fragilite an den, a zeu da veza aez na facil gant ar sicour eus an Eê. Guir eo ne all den beva chast, ma ne ro Doue dezàn ar c’hraç-se ; mæs ive Doue na reüs quet e c’hraç d’ar re e c’houlen hac a ra o fossubl evit e militout. Disfiziit eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, bezit humbl, goulennit sicour eus an Eê, ha Doue a roï deoc’h ar c’hraç necesser evit ober d’ar c’hiq sugea d’ar speret.

En em dennit prount dious an occasionou e pere e veac’h en danger da goll ar burete. Tec’hit, ma na fell quet deoc’h beza trec’het ; ne faut nemet un taul lagad evit ho coll. Ne doc’h quet furoc’h evit Salomon, na santeloc’h evit David, pere a so bet trec’het dre an drouc-speret a impurete. Erfin pa zeu an tan eus al lubricite da attaqui ho calon, mouguit-èn rac-eon dre ar sonch eus an tan an ifern.


————