Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Meurs.
175
Santes Coleta.

ma edo er bed, a reas e oll fossubl evit coll he c’henet. Peguent neubeut a ve cavet hirio a guement a zeu d’e imita ! Pet so er c’hontrol hac a laca o oll studi da antreteni o c’henet, hac a implich cals amser oc’h en em guempenn hac en em ficha ! Evit pligeout da biou a reont-ii quemense ? Ne ouffent quet lavaret e ve evit bligeout da Zoue ; ha mar deo evit pligeout d’an dud, et collont certenamant cals a boan hac a zispign, ha martese ez-int-y memes criminal dirac Doue. Ar vodesti a so ar c’haëra ornamant eus ur verc’h cristen. Ar vertuz hebquen eo a rent an den din a istim hac a respet ; pebes soloni eta clasq beza istimet ha consideret evit ur guiscamant pe ur guenet væn ha fragil !



Ar seizvet devez a viz Meurs.


SANT THOMAS AQUIN,
EUS A URZ SANT DOMINIQ.


————


Ar Sant-mâ, unan eus ar santela Doctoret eus an Ilis, a oa guinidic eus a Rouantelez Napl. E guerent, o velet e speret caër, èn lequeas d’an oad a bemp bloaz en ur Gouent evit beza instruet eno. Ar c’hrouadur a zesque prim pep tra, hac a voa devot ec’his un Æl.

D’an oad a zec vloaz e voe casset d’ar Guær a Naples evit ober e studi ; ha quentre ma teuas da aznaout an dangerou da bere oa exposet e innocanç, en em rentas Religius eus a Urz Sant Dominiq.

E Vam, pehini ne felle quet dezi e vize Religius, a scrivas da zaou vab e devoa en arme d’en em sesia eus o breur Thomas ha d’e zigas dezi. E ober a rezont. E vam en em servichas neuse a bep seurt moyen evit ober deza, quitaat ar stad en devoa quemeret ; coms a reas ountâ dre gaër, hac e c’hourdrous a