Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
7 Meurs.
Sant Thomas Aquin.

reas ; mæs ar Sant a responte dezi bepred, gant respet, e voa Doue ar Mestr Souveren, hac e fede d’e lesel da heulia e vouez pehini er galve d’ar stad-se. Ur c’hoar dezàn a reas ive he fossubl evit e zistrei, mæs, o velet e gouraich, en em rentas e-unan Leanes.

E zaou vreur a fallas dezo dont a-ben anezan dre gontraign, rogui ha dispen a rezont e saë ; ha, goude beza e voal-dretet, e rezont e lacaat en un Dourel e pelec’h e chomas tost da zaou vloas evel en ur prison.

An Tadou eus e Urz a gavas ar voyen d’e velet, ha d’e zisquen eus an Dourel, dre ur prenest. O veza distro d’e Gouente reas Profession hac e studias en Theologi. Petra bennâc ma voa habiloc’h evit nicun eus e gonsortet, e humitite a ree dezàn cuza e squiant ; hac e parlante quen neubeut ma teuzont d’e c’hervel an Egen mud. Ar regeant o veza o c’hlevet un deiz, o reprenas, hac a lavaras : an Egen-ze a vleujo quer cre, rna vezo clevet e vouez dre ar Bed-oll. En effet e ber amser e teuas capabl da regeanti an Teologi, hac e ober a eureu gant un doctrin hac ul loquanç quer bras ma voa admiret gant an oll, ha ma voe hanvet an Doctor Angeliq.

O studial pe o regeanti, e Levr principal oa e Grucify ; hac ansao a reas en devoa desquet muy en Oræsoun evit dre e oll studi.

Ar Sant-mâ a gomposas, dre urz ar Pab Urban pevare, Ofiç ar Sacramant, pehini a zisquez an denerediguez eus e galon evit ar Sacramant adorabl, ha pehini a inspir da bep-uhan un devotion quen douç ha quen tener.

Ur miracl eo en defe gallet un den e-unan ober e quen neubeut amser quement a draou evel m’en deus græt an Doctor santel-mâ. Regeantet en deus e meur a blaç gant admiration an oll dud habil ; trec’het en deus dre e Scridou adversourien an Ilis ; convertisset dre e Sarmoniou un nombr bras a bec’herien hac a Infidelet ; composet en deus Levriou savant meurbet ; roet en deus un esplication parfet eus an oll Mysteriou eus hor Religion ; espliquet en deus