Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/184

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Meurs.
177
Sant Thomas Acquin.

gant ur sclerder vras ar Scritur Santel ; ha gant quemense-oll e tremene bemdez meur a heur en Oræsoun, ha ne vanque quet d’en em renta d’an Exerciçou ordinal eus ar Gouent.

Mæs netra ne ra guell ar meuleudi eus ar Sant-mâ hac eus e zoctrin celestiel, evit ar burzud a c’hoarvezas gantàn er Guær a Naples. O veza en Oræsoun dirag ar Grucify, e Chapel Sant Nicolas, e clevas ur vouez miraculus, pehini, o sortial eus ar Grucify, a lavaras ar c’homsou-mâ : Thomas, scrivet mad hoc’h eus em enor ; pe seurt recoumpanç ho pezo-hu ? Da betra e respontas : recoumpanç ebet, nemedoc’h hoc’h-unan va Salver.

Erfin, o veza couezet clàn, hac o santout e tostee e dermen, en em zisposas da vervel, dre ar Goession hac ar Gommunion. Ober a reas dirag an Hostif Santel e Brofession a Feiz gant cals a zaelou pere a douichas calonou an oll assistantet. Mervel a eureu er bloaz 1274, oaget hebquen a anter-cant vloaz.

Maximou spirituel Sant Thomas.

1. An nep en deus aoun da goll istim an dud, hac en deus poan pa vez dispriget, e vezo diæz dezàn beza ur Cristen parfet.

2. An ene pehini n’en em plich quet en Oræsoun, ne avanço nemeur er vuez spirituel.

3. Ne oufen quet compren penaus un den pehini a so e stad a bechet marvel, a ell c’hoarzin na caout joaüsdet ebet.

4. Ar voyen da veza salvet eo caout ur guir volontez d’en em savetei.

5. Seul vuy a garantez en dens ur Cristen, seul parfetoc’h ez eo, ha seul agreaploc’h da Zoue.

REFLEXION.

Pa c’houlennas Jesus-Christ digant an Doctor santel-mâ pe seurt recoumpanç a zesire evit quement en devoa græt ha scrivet evit e c’hloar, e respontas : recoumpanç ebet nemedoc’h hoc’h-unan, va Salver.