Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar brud anezàn a reas da gals a dud devot dont d’e gaout evit servicha ar beaurien eveldàn. Evel-se e coumanças an urz santel eus a Religiuset ar Charite, hanvet ar breudeur Hospitalerien.

Par yee an den santel-mâ da guestal evit e beaurien, ar santelez pehini a remerquer en e gomsou hac en e fæçoun da c’houlen an alusen, a ree d’an oll e respeti. Ho pezit carantez evidoc’h oc’h-unant, emezan ; grit vad deoc’h hoc’h-unan ; chetu e pe fæçoun e c’houtenne.

Peguer bras bennâc e voa e labour, e cousque var ar c’halet ; pep Guener e yune divar bara ha dour, querzet a ree diarc’hen, hac e benn bepret disolo dindan ar glao hac ar frim.

An tan o veza croguet en Hospital, an Den santel, heb en em droubli, a redas dre an oll gamprou ; douguen a eureu un nombr bras eus ar re glàn var e guein ; teul a reas ar gueleou e meas dre ar prenestrou, ha, goude beza baleet epad un hanter-heur etouez ar flammou pere a voa horrubl hac a gresque bepret, e sortias ac’hano dre c’hraç Doue heb drouc ebet.

Erfin, o veza Gouezet clàn, e recevas ar Sacramanchou diveza gant ur fervor pehini a douichas calonou an oll. Pa santas e tostee e dernien, en em viscas hac e savas eus e vele ; hac o veza en em lequeet var e zaoulin, en ur vriata e Grucify pehini a voasque etre e zivrec’h hac e galon, e rentas e Ene d’e Salver. Goude ma voe maro, e talc’has bepret ar Grucify etre e zivrec’h, hac e chommas var e zaoulin, quen a zeuzer da-benn c’huec’h heur d’e sebelia, goude ma voa bet countantet devotion oll dud Quær, pere a ziredas evit guelet un dra quen admirabl ha quen touichant.

Mervel a eureu er bloaz 1550, d’an oad a bemp bloaz hac hanter-cant.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a gare quement an humiliationou ma reas van da veza disquiantet, evit ma vize dispriget