Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Meurs.
181
Santes Francesa.

hac o daou o devoa au eil evit eguile ur garantez hac ur respet quer bras ma vefsont daou-uguent vloaz assambles heb ma savas biscoas etrezo an distera tra. Neubeut a zimiziou a gaver quen eürus, abalamour ma eus neubeut a zimiziou quer santel.

Daou grouadur o devoe da bere e inspirzont abred dougeanç Doue, ha marvel a rezont evel daou Æl, o veza c’hoaz yaouanc.

Ne ouffer quet lavaret gant pebes attantion e veille ar Santes-mâ var he servicherien, ha gant pebes madelez o zrete. O c’honsideri a ree evel he bugale ; ober a ree dezo ul lectur devot hac ar pedennou e commun bemdez ; hac an urz caër pehini a zalc’he en he zy a antretene un devotion edifiant etouez ar re a chomme ennàn.

Petra bennâc ma voa yaouanc, nobl ha pinvidic, n’en em gave morse en divertissamanchou monden, en ur lavaret penaus, o veza Cristenes, e voa obliget da veva herves reglennou an Aviel, ha non pas hervez ar bed.

He guiscamant a oa bepret modest bras, hac he exempl a reas da gals a Itroneset eus a Rom renonç d’ar vaniteou, evit imita he modesti.

Goudê beza en em arquitet eus he devotionou ordinal ha lequeet pep urz vad en he zieguez, e roe an nemorant amser d’an euvrou a garantez, o bisita ar re glàn hac o soulagei ar re baour.

Ladislas, Roue eus a Napl, o veza en em sesiet eus ar Guær a Rom, ar Vreg santel-mâ e devoe an displigeadur da velet pilha he zy, sæsia he madou hac exila he fried. Suporti a reas gant ur batiantet admirabl ar c’hollou-ze ; biscoas ne respontas d’ar re a zeue evit he c’honsoli nemet ar c’homzou-mâ : Doue en deus lamet diguenê ar pez en devoa roet din ; e Hano ra vezo meulet.

Goude ma voe græt ar peoc’h, e voe rentet dezi he madou, hac e tistroas he fried dious e exil. Neuse e teuzout o daou da veva assambles evel breur ha c’hoar, ha d’en em rei oll d’ar pratiq eus an euvrou mad ha d’an Oræsoun.