Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
10 Meurs.
An daou-uguent Merzer.

raich ha fidelite e servicherien ; mæs, emezàn, daou-uguent int, ha perac eta ne deus nemet nao Gurunen ha tregont ? O clasq compren quemense emedo, pa velas ur maleürus anezo pehini, trec’het gant an annoed, a gollas couraich hac a zeuas da glasq an dour clouar ; mæs querquen ha ma en em daulas ebarz, e collas hac e vuez hac e Ene, sioaz dezâ !

Doue ne fallas quet dezàn couscoude e chomze hep caout e effet ar beden fervant o devoa græt ar Merzerien Santel-mâ. Ar soudard-se touichet gant quement en devoa guelet, en em gonvertissas d’ar Feiz. Dihuna a reas ar soudardet-all pere a oa cousquet equichen an tan ; discleria a eureu dezo ez-oa cristen, ha penaus e renonce a greis e galon d’an oll superstitionou payen ; goudese en ur bidi ar Verzerien santel da obteni evitàn digant Jesus-Christ ar c’hraç da vervel evit e c’hano hac e c’hloar, ez eas da guemer plaç ar malheürus pehini en devoa collet couraich, ha dre e berseveranç e vilitas receo ar Gurunen a Verzerinti hac ar memes recompanç evel ar re-all.

REFLEXION.

Considerit couraich an daou-uguent Merzer-mâ pere en em gouraiche an eil eguile, en ur lavaret : antreet omp daou-uguent er gombat, quemeromp couraich oll, dihouallomp na zeue nicun ac’hanomp da vancout a galon. Disquit gant-o da gouraichi ar re-all da bratica ar vertuziou, dre ho comsou mad ha dre hoc’h exempl.

Eil Reflexion. En ho poaniou excitet ho couraich dre an esperanç eus ar Gurunen a so preparet deoc’h en Eê. Ma velfac’h ar gloar a behini e recompanç Doue ar soufrançou, e teufac’h d’en em rejouissa pa en em bresant un ocasion bennâc da souffr. Na songit quet quement er boan a so en hent an Eê, mæs sellit ous an termen da behini e cundu.

Trede Reflexion. Grit reflexion var al lachete hac ar maler eus ar soudard-se pehini a gollas couraich casi e fin ar gombat, ha pehini o veza en em daulet en dour clouar a varvas eno quer buan. Maleürus,