Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Meurs.
189
Sant Paul, Escop.

raclou pere a ree e peb lec’h ; ha bezâ en devoe ar gonsolation d’o badeza-oll.

O veza bet goudese choaset evit escop, e fallas dezâ revus ar garg, mæs ret oue dezân senti ous Childebert Roue a Franç, pehini en em interessas en affer-ze. Juduval, Roue Breiz, a reas presant dezàn eus ar Guær a Leon e pelec’h e etablissas e zemeuranç.

Ar Pastor santel-mâ a veille bepret var e bobl hac er bisite alies. Ober a eureu sevel ilisou e meur a blaç, ha dre e exhortationou douç ha carantezus excite un devotion fervant e calonou an oll. Erfin, goude beza gouarnet pell amser, hac en ur fæçoun santel meurbet, an Ilis a Leon, ez eas da receo en Eê ar recompanç eus e labourou apostoliq, d’an daouzecvet a viz meurs eus ar bloaz 594, oaget a zaou vloaz ha cant.

REFLEXION.

Ar pastor santel-mâ en deus labouret gant ur zêl infatigabl evit silvidiguez an eneou, ha proculet evei-se cals a c’hloar da Zoue. Ne ma oump er bed nemet evit glorifia Doue ; proculomp eta silvidiguez hon nessa, peb-unan herves e stat hac e gondition, rac ne ellomp ober netra a guement a ve agreaploc’h da Zoue, hac a brocule dezàn muy a c’hloar : hennes eo e vrassa desir : evit savetei an eneou eo ez ê disquennet eus an eê varan douar, hac anduret en deus bete ar maro. Ha c’hui ho pe ar galon da lesel da berissa dre ho faut pe dre ho lezireguez un ene a behini ar pris a so infinit hac e deus coustet quement da Vab Doue ? Ma ve couezet un anneval en ur fos, en tenfac’h ac’hano : Ho preur a so couezet er pec’het hac a so en danger da goueza en Ifern, ha ne astennot quet ho torn evit e sicour !

Mar en deus prometet Doue ur recompanç quer caër evit un tam bara, pe ur verennat dour memes, roet da ur paour evit asten e vuez, pebes recompanç n’o devezo quet ar re a broculo d’o nessa ar vuez eternel ? Labourit eta dious ho callout evit silvidiguez ho preudeur ; ampechit na vezo Doue offan-