Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Meurs.
191
Sant Gregor, Pab.

ar Guær a Rom, ha da soulagi an oll beaurien, e vige bet credet n’en devise quen affer na quen studi ; cousgoude an Ilis Universel, bete ar Broïou pella, a admire ar sourci en devoa anezo, hac a sante an effejou eus e vadelez. Caç a ree tud habil ha santel da labourad evit conversion an Heretiquet, ar Yusevien hac ar Bayanet ; ha beza en devoe ar gonsolation da velet uu nombr infinit anezo convertisset. An Ampalaer Mauriç o veza roet un urz dre behini e tifenne ous ar soudardet en em renta Religiuset, ar sant-mâ en alias da derri an urz-ze evel control da Lesen Doue. Labourad a reas bete da refurmi ar c’han eus an Ilis, hac e renta e eureu caëroc’h evit na voa a ziaguent. Ouspen-se e composas cals a Levriou admirabl, leun a zoctrin hac eus an tenera devotion, hac an oll labourou-ze gant ar sourci hac ar fatig en devoa o regli pep-tra hac o pourvei da bep-tra, ne droublent morse ar peoc’h eus e Ene, ha ne virent quet ma voa bepret o sonch hac e speret e Doue.

En em gaout a rêr soueset pa songer penaus en deus gallet caout an amser da scriva quement a Levriou, en pehini ne gave casi tam yec’het, hac a oa quen occupet a hent-all gant gouarnamant an Ilis Universel. Certenamant n’en deus gallet e ober nemet dre ma receve sclerigen ha gracou dreist-ordinal eus an Eê ; hac ive an Diacr Pêr en deus assuret beza guelet alies ar Speret-Santel e furm ur Goulm a zioc’h penn an Doctor santel-mâ, en amser ma scrive e Levriou.

Erfin, goude beza gouarnet an Ilis epad trizec vloaz c’huec’h miz ha dec devez, ez eas da receo en Eê ar recompanç eus e oll labourou, er bloaz 604, oaget etro tri-uguent vloaz.

Maximou Spirituel Sant Gregor.

1. An nep a vouel e bec’hejou, hac a zeu goude da goueza facil er pec’het, a ra seblant da ober pinigen, pe ne ouar quet e ober.

2. Ar guir garantez eo caret e vignon e Doue, hac e adversour evit Doue.