Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
13 Meurs.
Sant Gregor, Pab.


3. An nep en deus carantez Doue en e galon a labour evit Doue hac evit broculi e c’hloar ; an nep eta ne ra netra n’en deus quet ur guir garantez.

4. Beza mad gant ar re vad, na vilit quet cals beza meulet ; mæs beza mad gant ar re pere a so control, a vilit ur meuleudi bras.

5. Doue a fell dezàn beza pedet alies ha casi contraignet dre an importunite eus an nep e ped.

REFLEXION.

Al labour vras en devoa bepret Sant Gregor hac an oll sourciou a guemere var e speret ne virent quet ne voa atau un den interior. Conservi a ree bepret ar speret a zevotion, non pas hebquen en e Oræsonou, mæs c’hoaz e creiz e oll labourou ; mæs peguen neubeut a dra a ra deomp-ni coll an devotion a galon ! peguent neubeut a dra a rent hor speret-ni disonch en hor pedennou memes ! Petra a so caus a guemense ? Allas ! n’hon eus nemeur a garantez evit Doue, hor c’halon n’e d’ê quet distag dious traou ar bed, ne d’ê quet evit Doue e labouromp. Ar remed eta ous an drouc-se eo ober hon labour evit pligeout da Zoue hebquen, ha, petra bennâc e zigouesse goude-ze, en em gountanti eus e volontez santel.



An pevarzecvet devez a viz Meurs.


SANTES BATILD, ROUANES A FRANÇ.


————


Admiromp ar gundu admirabl eus ar Brovidanç divin en andret Santes Batild, merc’h da Berange, Prinç eus an Alsaç. An drouc-lans hac ar maleüriou pere a heul ordinal ar bresel, a reas dezi sortial eus a dy he zad evit clasq he surentez e lec’h-all. Soudardet ar Roue Franç, o veza digouezet gant-hi eu hent, e c’haças da un officer bras hanvet Archambo. Au Officer-mâ, o