Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Meurs.
197
Sant Abraham.

en ur c’havarn, en intantion da dremen eno e vuez. E guerent affliget bras a gassas tud partout evit clasq quêlou anezàn, ha da benn seitec devez a c’hefsont. E dad, e vam hac e bried er pedas gant cals a zaëlou da zistrei d’ar guær ; mæs coms a reas dezo gant quement a nerz eus a vanite ha dangerou ar bed, ma voent touichet dre un exempl quer bras, ha ma teuzont oll da gonsanti d’e lesel da heulya an inspiration divin, hac e tremenas eno hanter-cant vloaz en ur binigen vras, o veuli Doue nos ha dez.

Bcza en devoa un nizes pehini en em lesas da veza goallet dre an importunite eus un den maleürus. Ar c’hrim-ze e zaulas en disesper ; hac elec’h ober pinigen hac ur goëssion vad eus he fec’het, e teuas d’en em abandoni d’ar brassa disurzou.

He yontr santel, o veza aznavezet quemense, dre ur revelation, ne ouffer quet lavaret peguement a zaelou e scuillas, na peguer bras pinigen a reas evit obteni digant Doue he c’honversion. Mont a eureu d’e c’haout, hac e lavaras dezi dre zouçder : va merc’h, dre garantez evidoc’h oun deut betec amâ : na zeuàn quet evit ober deoc’h rebeich ebet, aznaout a ran peguer bras e hor fragilite, mæs ho pidi a ràn da gaout truez ous hoc’h Ene ha da zistroï ous Doue.

E nizes, soueset meurbet oc’h e velet, ha c’hoas muy oc’h e glevet o coms quer cafer out-y, na grede quet sevel he daoulagad. Ar vez e devoa, ar remors eus he c’houstianç hac he glac’har a vire out-y ne alle na flaich na parlant. Neuse e lavaras dezi : hebien eta, va merc’h, ne respontit netra din ; an desir am eus eus ho silvidiguez a zisplich deoc’h, squiz oc’h oc’h va guelet ha va c’hlevet ? D’ar c’homsou-mâ ar bec’heres-se en em strincas d’e dreit, ha ne respontas nemet dre he daëlou hac he huanadou.

He Yontr, quen touichet evel-dy, a lavaras neuse en ur gouela : mar doc’h spountet hac estlamet dre’n abec d’ho pec’hejou, o c’hemeret a ràn varnо̀n hac en em garga a ràn da satisfia evidoc’h da justiç Doue. Ar plac’h a lavaras erfin en ur grial : penaus en devezo Doue truez ouzin, goude beza coumetet quen alies a