Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/205

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
16 Meurs.
Sant Abraham.

grim ? O va merc’h, emezàn, me hoc’h assur eus a visericord an Autrou Doue ; dre e urz oùn deut d’ho clasq ; credit certen penaus an defaut a fizianç en e vadelez a ve ur pec’het brassoc’h eguet hoc’h oll disurzou assambles. Hac e tremenfe ho pec’hejou e nombr hac e grevusdet an oll grimou a so bet hac a veso biquen coumetet var an douar, e vadelez a zo infinit. Jesus-Christ en deus satisfiet evidoc’h ; appliquit deoc’h ar satisfaction-ze dre ur guir gonversion ; detestit ho pec’hejou gant ur guir glac’har, ha me hoc’h assur eus ar pardoun anezo. An Eê oll en em rejouisso eus ho conversion, hac e root din ar brassa joa a oufen da receo er bed.

Ar plac’h paour, touchet o velet ur garantez quer bras, ha leun a c’hlac’har ; a lavaras : prest ha disposet oun da ober quement a bligeo gueneoc’h ordren din hac, o sevel he daouarn etresec an eê : va Salver na va Doue, emezi, petra a allàn-me da ober evit aznaout an excercis ho misericord, a behini am eus ur merq quen aznad er pez a rit hirio evit ma savetei.

Ar benitantes-mâ a renoncas d’ar bed ; beva a reas goudeze pemzec vloas en ur bratica ar brassa pinigen, hac e varvas evel ur Santes.

Sant Abraham a vevas dec vloaz goude gonversion e Nizes ; ha leun a vilidou, e rentas e speret eürus d’e Grouer er bloaz 376, etro an oad a berazec vloaz ha tri-uguent.

REFLEXION.

Petra a dleomp-ni da admira muyoc’h, pe an douçder a behini en em servichas Sant Abraham evit distrei e Nizes dious he disurz, pe ar gonversion gaër, ar fervor hac ar binigen ens ar benitantes vras-mâ. Admiromp an eil hac eguile : imitomp douçder Sant Abraham, en ur repren fautou ar re-all : imitomp fervor e Nizes, en ur ober pinigen eus hor pec’hejou hon-unan.

Eil Reflexion. Descomp dre an exempl-mâ penaus, peguer bras pec’herien e oufemp beza, e tleomp bepred lacât hon esperanç hac hor fizianç e madelez an