Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Meurs.
199
Sant Abraham.

Autrou Doue pehini a so prest da rei deomp ar memes graç hac ar memes pardoun, mar distroomp ountâ dre ur gonversion prount ha sincer.

Mar en deus Doue quement a vadelez evit ar bec’herien, pebes madelez n’en deus-èn quet evit ar re a zeu da zench buez ? Pebes joa, pebes consolation na ro-èn quet d’ar re pere er c’har hac er servich ? O misericord a Zoue, o madelez infinit, piou a oufe ho compren !



Ar seitecvet devez a viz Meurs.


SANT PATRIÇ, ESCOP.


————


Sant Patriç a oa guinidic eus a Scoç. E Vam, pehini a voa cares da Sant Martin Escop eus a Dour, e instruas quer santelamant n’en em blige, o veza c’hoas crouadur, nemet o pidi Doue.

D’an oad a c’huezec vloaz e voe quemeret gant ar Barbaret : ar re-se er guerzas da ur bourc’his pehini en lequeas da zivoal al loenet. Epad e gaptivite, pehini a badas tost da c’huec’h vloaz, peguer yen bennâc ma vize an amser, e save pell quen an deiz evit ober Oræsoun, hac en em lequee var e zaoulin cant gueich en deiz ha cant gueich en nos evit adori Doue.

Goude beza bet dilivriet a gaptivite, ne espernas netra evit en em renta habil er squianchou divin, hac e recevas en Urzou sacr. Evel m’en em sante inspiret da labourat evit conversion an Irlandet, ez eas, dre avis Sant Germen, Escop eus a Auxer, da gaout ar Pap Celestin, quenta eus an hano-ze, pehini en recevas gant mercou bras a istim, er greas Escop a Irland, hac er c’hassas d’y e calite a Vissioner Apostoliq.

O veza en em rentet en Irland, e labouras gant ur boan hac ur fatig vras evit instrui an Infidelet. Beza en devoe cals da souffr gant ar re vras ha puissant eus ar rouantelez pere en em oppose d’e zessin ; mæs