Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Meurs.
201
Sant Patriç.

e sclerigen hac e assistanç :ar guir voyen ê da gaout un issu mad e quement a reot hac a antreprenot.

Ret ê ive pidi gant respet ha gant modesti. Ha c’hui a grete parlant ous ur Prinç en daill ma comset alies ous an Autrou-Doue ? Gant pebes hast e leverit-u ho pedennou ? Ma n’en em ententit quet hoc’h-unan penaus e fell deoc’h-u ho chezlaoue an Autrou-Doue ?



An trivec’hvet devez a viz Meurs.


SANTES EUFRASII, GUERC’HES.


————


Ar Santes-mâ a oa guinidic a Gonstantinopl. He zad hac he mam distinguet dre o Noblanç, ha muy c’hoas dre o vertuz, goude beza offret da Zoue hor merc’h pehini a voa ar frouez uniq eus o friedelez, a vevas assambles, dre ur gonsantamant mutuel, evel breur ha c’hoar, evit labourad parfetoc’h d’en em sanctifia.

Ar Vam vertuzus-se na gomse d’he merc’h nemet eus a Zoue. An horrol eus ar pec’het, dougeanç Doue, ar garantez evit Jesus-Christ a voa ar sujet ordinal eus an instructionou a ree dezi. Eufrasii, pehini e devoa ur speret hac un natur excellant, a brometas quement eus ar c’hentelliou he mam ma admire an oll he devotion d’an oad a bemp bloaz.

He Zad o veza deut da vervel, an Intànvês santel a yeas gant he merc’h en Egypt, e pelec’h e devoa madou bras pere ne servichezont dezi nemet evit ober alusennou. Ober a reas eno aznaoudeguez gant Leaneset fervant, pere ne zebrent na quic, na pesquet, na frouez, pere a yune bemdez hac a gousque var ar c’halet. O veza antreet un deiz er Gouent gant he merc’h pehini n’e devoa nemet seiz vloaz, goude beza en em antretenet ur maread-amser gant al Leaneset, e lavaras d’he merc’h e voa poent en em denna d’ar guær. Ar c’hrouadur a respontas : monet a illit, va Mam, pa bligeo gueneoc’h, mæs me ho ped d’am lesel