Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Meurs.
203
Santes Eufrasii.

tianç gant aôun da santout he remors ha gant aoun da droubli o fligeadurezou ; hac evelse e loncont ar pec’het evel dour, sioaz dezo !



An naontecvet devez a viz Meurs.


SANT JOSEPH.


————


Ar Brovidanç Divin pehini e devoa destinet ar Sant bras-mâ evit beza un deiz Pried d’ar Verc’hes Sacr hac ar Protector eus he Virginite ; hac evit beza Goard ha Tad Maguer da Salver arbed, er c’hargas eus c’hraçou bras. E fidelite d’an oll graçou-ze a reas dezàn beva en ur burete angeliq, hac er pratiq eus an excellanta vertuziou. Evel ma voa ive ar parfeta hac ar santela Den eus e amser, e voe choaset evit Pried d’ar Verc’hes Vary.

Sañt Joseph, excitet dre ur c’hraç special, en doa quemeret ar resolution da viret ur Virginite perpetuel ; hac ar Verc’hes santel n’e devize quet consantet d’e eureugi, ma n’e devize quet aznavezet e vertuz dreist-ordinal hac an desir en devoa da veva Guerc’h eveldy.

Neubeut amser goude o eureud e apparissas an Æl Gabriel d’ar Verc’hes Vary en he zy a Nazaret, pehini oc’h e saludi gant ur respet bras, evit an Dignite a Vam Doue da behini e vouïe e tlie en ur moument beza hueleet, a zisclerias dezi ar Myster bras eus an Incarnation.

Da benn ur maread amser goudese e apparissas ive da Sant Joseph un Æl pehini a lavaras dezâ : Joseph, songit ez oc’h disquennet eus a lignez David, eus a behini e tle dont ar Messias ; ne d’ê quet heb dessin en deus an Autrou-Doue roet deoc’h Mari evit Pried : ar c’hrouadur pehini e deus concevet en ur fæçoun miraculus, dre vertuz ar Spered-Santel, a so Salver ar bed,